1. RELIJ.
[1499, 1659, 1732, 1931, 1949] Anv den tennet eus ar Bibl, anv an den kentañ bet krouet gant Doue m'eo ganet an denelezh a-bezh.
[1499] Adam. [1659] Kostezenn Adam : ma voe krouet Eva, ar vaouez kentañ. [1732] Hon tad kentañ Adam. [1949] Eva, ivez, a oa bet profet dezhi gant Doue koantiri ar bleunioù, ha, dre-se n’oa harz ebet d’he beli war Adam.
2. Anv paotr.
Orijenez, sant Epifan, sant Atanaz, sant Siprian ha sant Amgroaz a lavar ger evit ger e oa bet plantet al lammgroaz er memes lec'h m'edo bet interet hon tad kentañ Adam. Sant Aogustin el lavar ivez.
Origenes, Sant Epiphan, Sant Athanas, Sant Cipryan, ha Sant Amgroaz a lavar guer-evit-guer ez oa bet plantet al lamgroaz èr memes leac'h ma edo bet ènterret hon tad qentâ Adam. Sant Augustin el lavar Yvez.
1732
Daveenn :
GReg
pg arbre (Origene, S. Ciprien, S. Epiphane, S. Athanase, & S. Ambroise soûtiennent formellement que l'arbre de la Croix fut planté dans le même endroit où avoit été enterré nôtre Pere Adam.)
kostezenn hon tad Adam
costezenn hon tad Adam
1732
Daveenn :
GReg
pg (la) côte (d'Adam)
Adam
1732
Daveenn :
GReg
pg Adam
Adam a ioa bet krouet e stad a inosañs, e stad a justis, e stad a c'hras, gant un anaoudegezh parfet eus a Zoue, ha gant ur garantez aktuel evit e vajeste, hep nep youl dizordren
Adam a yoa bet croueët ê stad a innoçzanz, ê stad a justiçz, ê stad a c'hraçz: gad un aznaoudéguez parfedd eus a Zouë, ha gand ur garantez actuel evit e vagestez, hep nep youl disordren
1732
Daveenn :
GReg
pg (Adam avoit été crée dans l') état (d'innocence)
Ar bed-holl a zo breuzdeur a-berzh an Tad Adam.
Ar bed oll a so breuzdeur aberz an Tad Adam.
1732
Daveenn :
GReg
pg frere (Tous les hommes sont freres en Adam.)
Hag an hini a oa bet lakaet gant Doue e toull-dor ar Baradoz, evit he zifenn enep Adam hag Eva, ur c’hleze lugernus en e zorn.
Hag an hini a oa bet lakaet gant Doue e toull dor ar Baradoz, evit he zifenn enep Adam hag Eva, eur c’hleze lugernus en e zorn.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.137
Adam
1931
Daveenn :
VALL
pg adam
Eva, ivez, a oa bet profet dezhi gant Doue koantiri ar bleunioù, ha, dre-se n’oa harz ebet d’he beli war Adam.
1949
Daveenn :
SIZH
p.40
...Evel-se e tlee bezañ Adam, e Baradoz an Douar, aet e youl digantañ, pa voe kinniget dezhañ gant Eva an Aval berz...
1949
Daveenn :
SIZH
p.58-59
Etimologiezh
Anv deuet eus ar Bibl, diwar ur wrizienn "adm" a dalvez "denelezh".