Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Ar. 1. (en egor ; dirak un anv pe ur gm. heuliet gant un ak., un ag.) [1732, 1850] Eus. & Trl. Adalek... betek... [1732] Adalek an eil penn bed(e) egile. [1732] Adalek an treid bede 'r penn. [1850] Gouliek eo adalek ar penn betek an treid. [1850] Adalek ar goueled betek al lein. Adalek Montroulez betek Brest. 2. (en amzer ; dirak un ak. pe un adv.) [1732, 1850, 2013] Diwar. [2013] Adalek ar penn-kentañ eo, ha diwar un abeg a chom da gompren, e oa bet divizet cheñch pennahel an iliz. Adalek bremañ, neuze. Adalek hiziv. & Trl. [1732, 1850] Adalek... betek... [1732] Den yaouank : adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent. Adalek nav eur veure betek kreisteiz. & Adalek kentañ : adalek ar penn-kentañ. HS. adal, (eus) talek. II. Tr. stl. isur. [1985] ADALEK MA : diwar ar mare ma. Adalek ma voe galvet e teredas du-mañ. [1985] Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz. HS. abaoe (ma), adal (ma).

Skouerioù istorel : 
42
Kuzhat roll ar skouerioù

adalek ar goueled bede an nein

1732
Daveenn : GReg pg fond (De fond en comble.)

adalek ar sevel-heol bede ar c'huzh-heol

1732
Daveenn : GReg pg (du levant jusqu'au) couchant

adalek

1732
Daveenn : GReg pg depuis (signifiant la distance), des (préposition qui marque le temps)

adalek Kemper bede Kemperle

1732
Daveenn : GReg pg depuis (Quimper, jusqu'à Quimperlé)

adalek ar penn bede an treid

1732
Daveenn : GReg pg depuis (la tête jusqu'au pieds)

adalek tarzh an deiz, adalek ma vez goulaouet an deiz, ne baouez bede an noz

1732
Daveenn : GReg pg dès (le point du jour il ne cesse jusqu'au soir)

adalek e di bede'n Iliz

1732
Daveenn : GReg pg dès (sa maison jusques à l'Eglise)

adalek an amzer-se

1732
Daveenn : GReg pg dès-lors (dès ce tems-là)

adalek ar goueled bede al lein

1732
Daveenn : GReg pg fond (De fond en comble.)

den yaouank adalek an oad a bevarzek vloaz bede pemp warn-ugent

1732
Daveenn : GReg pg adolescent

adalek an eil penn bed egile

1732
Daveenn : GReg pg (depuis un) bout (jusqu'à l'autre)

adalek an treid bede 'r penn

1732
Daveenn : GReg pg (de pied en) cap

adalek ar penn betek an treid

1850
Daveenn : GON.II pg adâl (Depuis la tête jusqu'aux pieds / De la tête aux pieds).

adalek

1850
Daveenn : GON.II pg adâl (depuis), p.56, Table des Prépositions composées, (depuis).

Goulennet he deus heuliañ ar vederien, ha dastum an tamouezennoù a chomo en o [d]ilerc'h ; hag azalek goulou-deiz betek [b]remañ, emañ er park, hep bezañ distroet d'ar gêr pennad ebet.

1850
Daveenn : GON.II p.101, Buez Ruth.

adalek ar goueled betek al lein

1850
Daveenn : GON.II pg adâl

Adalek ar goueled betek al lein.

1850
Daveenn : GON.II pg adâl (De fond en comble, du haut en bas).

gouliek eo adalek ar penn betek an treid

1850
Daveenn : GON.II pg gouliek

Ar re-se a Vrest a gav dezho eo ken aes galoupat ar vro-mañ adalek an Aber-Ildud betek Landunvez ha Kersent, dre-greiz ar pri hag ar vouilhenn, evel ma’z eo skrivañ urzhoù diwar ur gador vourell ; me garfe o gwelet en ho[l] lec’h-ni.

1877
Daveenn : EKG.I. p.222

E-feson e oa c’hoant bras da lakaat ar graban war an Aotrou Poullaoueg, rak, evel n’her c’haved ket e Lokournan, e voe kemennet da ur vanden all a soudarded dont eus a Vrest da sikour furchal kement kogn a yoa er vro, adalek Konk betek Gwitalmeze.

1877
Daveenn : EKG.I. p.211

Ma ! adalek disadorn kentañ graet eo an taol, me a lako ar gir "refusé" war ma "Démocrate" [ur gelaouenn] hag a gemero da hini " ar Groaz".

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 23 janvier, p.1

En amzer ar roue Dovideros, ar pempvet bloavezh eus ar renadur anezhan, e kimiadis diouzh ar gêr diazezet-don, mogeriet-kreñv, a laka an dorioù anezhi, pa droont war o mudurunoù, ar vro da dregerniñ adalek Luta betek Barron hag adalek Kamaranda betek Medionemeton.

1923
Daveenn : SKET p.11

Bemnoz, war lein an tornaod e weljod daou vrezelour lugernus mentet-ramzel oc’h ober ged, en o sav ha diflach e-tal o mirc’hed gwenn, adalek an derou-noz betek an tarzh-deiz.

1923
Daveenn : SKET p.115

Hiniennoù a lavar n’oa tra souezhus ebet en unvaniezh-se o ren etre Manos ha Bena, p’o devoa bevet atav a-gevret adalek o oad tenerañ, ha ma’z oant unanet dre liammoù nesañ ar gwad.

1923
Daveenn : SKET p.45

Daouzek roue-meur a renas war ar vro-Wenn adalek ma voe savet ar rouantelezh gant Teutatis ha Lugus, mab Kenos, betek an deiz ma voe rannet ar vro ha diskaret e dismantroù e-kreiz teñvalijenn ar marv.

1923
Daveenn : SKET p.85

Adalek ganedigezh ar bed emañ an doueed e buhez, hag, abaoe, e welont hag e klevont pep tra, ha dalc’het e vez ganto peurzigemm en o c’houn an eñvor eus kement o devez gwelet pe glevet.

1924
Daveenn : SKET.II p.29

Adalek ma tarzh an deiz, dre voutañ dirazo o loened, e nesa pep bagad d’an eienenn.

1924
Daveenn : SKET.II p.65

Adalek gwrizienn e vlev da vegoù e dreid daou liv war e gorf : liv gwenn ar bara gwinizh, liv ruz evel ar ruzell-veure kent an tarzh-heol.

1924
Daveenn : SKET.II p.58

Pinvidik, o ! pinvidik, Izabel !… Pinvidigezh Izabel ?… Daou c’hir, yudal a reont an eil deus egile. Pinvidigezh ! gwevn-meurbet eo ar gir-se, en em astenn a ra adalek ar c’hastell beteg an ti-soul. Ha piv a nivero al leve a ra pinvidigezh un den glor[i]us ha piv an dienez a ra hini Izabel.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 40, p.898 (Miz Ebrel 1924)

Kastell Brechou ’ta a save e dourell a-us gwez bras ar c’hoad tilh a c’holoe ar run, adalek an Traezh-Gwenn betek mengleuzioù Keraudren.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 37, p.807 (Genver 1924)

Dibabet adalek kof e vamm / Gant Tad ar Ouenn / Da guzulier hollboellek / D’e ziskennidi, / Da rener peurspisweler / D’e vibien ha d’e verc’hed, / Da gelenner hollouiziek / D’ar vugale anezho ; [...]

1924
Daveenn : SKET.II p.10-11

Sioul, an eil stok eus [ouzh] egile, o bouteg en o c’hichen, an daou vugel a sante o c’halon o lammet en o c’hreiz dirak an draezhenn vras, ken bras, ken ledan ha ken brudet, pehini en em astenne dirake, adalek Sant-Eflamm betek Lomikael.

1925
Daveenn : BILZ2 p.124

adalek

1927
Daveenn : GERI.Ern pg adal (depuis, de)

Tamm ha tamm e vije evel-se goloet gant ar gwiskadoù-se holl ziblaenderioù ar strad : ne vije bet nemet daou rummad krapennoù-mor a-serz[h] : Torrod-meur an Douar-Bras diouzh un tu, o vevenniñ Gourvazenn an Douar-Bras etrezek an donvor, hag islonkoù-mor, o tiskenn trumm adalek 5000 betek 7000, 8000 ha zoken 10793 metr - e-harz inizi Filipinas - dindan ar gorre.

1943
Daveenn : TNKN p11

Klevet e veze ur vlejadeg spontus adalek kreisteiz betek an enderv, ha leoù-touet ar gigerien, ha mallozhioù an doucherien, holl mesk-ha-mesk ; an ostalerioù a veze leun a lonkerien ; dibaot neb a yae d'ar marc'had neuze hep dont mezv-dall d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p28

— « Salud, Lukaz ! » emezo. — « Salud deoc’h ! » eme Lukaz. « Hag a nevez ? » Hag a nevez ? Netra nevez en o buhez, pa ne raent nemet evañ adalek ar mintin betek an noz.

1944
Daveenn : ATST p.13

Adalek neuze en em lakaas da glask istor Breizh da lenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p41

Hon tud a guitaas Gwengamp d'abardaez hag an abadenn gentañ a zeraouas adalek 6 eur.

1944
Daveenn : EURW.1 p32

Adalek ar mintinvezh-se, e voe kredet an dra gant ar breur Arturo

1949
Daveenn : SIZH p.40

Azalek Roudoualleg betek ar vilin-boultr, en ur vro dianav-kaer dezhañ, e voe heñchet ar bagad gant ur vaouez, Loeiza Gareg he anv, anaoudek eus an tolead.

1960
Daveenn : PETO p8

Azalek ma oan distro eus va fennad amzer labour er Gabon, em boa soñjet mirout an eñvor eus ar vuhez am boa renet er vro-se e-pad triwec'h miz.

1985
Daveenn : DGBD p5

Adalek ar penn-kentañ eo, ha diwar un abeg a chom da gompren, e oa bet divizet cheñch pennahel an iliz.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 23

Notennoù studi

En em ziskouez a ra ar ger-mañ dindan tri stumm : adal > adale > adalek/azalek. An emdroadur-mañ zo kenstur gant an hini c'hoarvezet gant "betek", an araogenn enebet outañ : bet > bete/bede > betek. Er yezh komzet e kaver ivez ur stumm savet diwar an araogenn "eus" e-lec'h "a" : eus talek.

Etimologiezh

Termen savet diwar an araogenn "a", an ak. "tal" blotaet hag an dibenn anv-gwan "-ek".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial