V.k.e.
1. Ren (I B) ub., udb., ur vro bnk.
Bezañ gouarnet gant ub. Gouarn ur barrez, ur vro.
2. Merañ.
Gouarn e vadoù.
3. Delc'her.
An tamouez a laosk ar bleud da vont kuit hag a c'houarn ar brenn.
&
Trl. skeud.
Gouarn ul leue ag e vuoc'h : bezañ prest da zistreiñ un dro-gamm d'ub.
4. Diwan, gwareziñ.
Gouarn al leur diouzh ar skorn. Gouarn an ti diouzh an diavaezidi.
5. (db. ar chatal)
Diwan, maesa.
Gouarn al loened.
M. Petra a zleomp-ni da grediñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz wirion hepmuiken. 2. Ha penaos er-maez anezhi nend eus ket a salvasion. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar Spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.
M. Petra à dleomp-ny da crediff ves an Ilis Catholic? D. 1. Ez eo vnan, da lauaret eo, nen d-eux nemet vn Ilis guirion hep muy quen. 2. Ha penos en maes ànezy nen d-eux quet a saluation. 3. Ha peheny so gouarnet gand an Spered Santel, ha rac se ne guel quet faziaff.
M. Petra zleomp-ni da gridiñ eus an Iliz katolik ? D. 1. Ez eo unan, da lavaret eo, nend eus nemet un Iliz gwirion hepmuiken. 2. Hag er-maez anezhi ned eus ket a silvidigezh. 3. Ha pehini zo gouarnet gant ar spered santel, ha rak-se ne c'hell ket faziañ.
M. Petra dleomp-ny da gridi eus an Ilis Catholic ? D. 1. Ezeo unan, da lavaret eo, n'endeus nemet un Ilis guirion hep muy quen. 2. Hag ermés anezi ne deus quet a silvidiguez. 3. Ha pehiny so goüarnet gant ar Speret santel, ha rac-se ne hell quet fazia.
Fellout a ra deomp aozañ dihun hon Bro-Vreizh dre grouiñ ur froud vras a eneberezh hag a zroukrañs ouzh ar C'hallaoued a c'houarn ac'hanomp enep d'hon grad vat hag a lem diganeomp frankiz hon Bro hon deus gwir da gaout.
Fellout a ra d'eomp aoza dihun hon Bro-Vreiz dre groui eur froud vras a eneberez hag a zroukranz ouz ar C'hallaoued a c'houarn ac'hanomp eneb d'hon grad vad hag a lemm diganeomp frankiz hon Bro hon deus gwir da gaout.
1911
Daveenn :
PSEP
p I
E venoz a vije bet kaout frankiz gouarn d'an enezenn, gant ur Gambr Kannaded dezhi hec'h-unan.
E venoz a vije bet kaout frankiz gouarn d'an enezenn, gant eur Gambr Kannaded d'ezi hec'h-unan.