Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Dezerzh. Traezh ar gouelec'h. Gouelec'hioù yen Rusia. 2. Dre ast. Lec'h digenvez, lec'h didud. An Normaned a zev ar c'hêrioù, ken ez a ar vro a-bezh d'ur gouelec'h bras. 3. Dre skeud. Arouez an digenvez. Mont d'ar gouelec'h evit seveniñ e oberenn. Ar vuhez zo ur veaj dre ar gouelec'h. HS. dezerzh.

Skouerioù istorel : 
13
Kuzhat roll ar skouerioù

Ma ve, dianañ, kre hoc'h eskell / Da vont evel ar gioc'h, ar c'hrakhouad, ar c'haran, / Dreist ar gouelec'h, ar mor ledan, / D'ar broioù n'int anavezet.

1867
Daveenn : MGK p16

"gouelec’h" g.

1923
Daveenn : SKET p.177, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Solitude, désert".

An douaroù milliget-se, ma kantre enno al leoned hag an naered a voe lakaet gwechall gant an doueed, savet droug enno, da ouelec’hioù hesk, dizour ha dic’hlasvez, da viken gourlosket gant an heol.

1923
Daveenn : SKET p.17

Kement-se a badas ken na'z eas ar wrimennad ouelec’hioù o c’hourizañ ar vro-Wenn, war-bouez strishaat, ker moan hag un neudenn pe ur vlevenn-blac’h, ken na zeuas ar vevenn en-dro da zouar mibien Vanos da gejañ ha da vont en unan gant bevenn bro an diavaezidi.

1923
Daveenn : SKET p.76-77

Ar mor, e ouelec’hioù louet ha glas, a gelc’hias an douar evel ur c’hant arc’hant pe un naer-veur, e-keit ha m’en em gaerae an douar gant koadoù ec’hon hej-dihej ha heson bepred dindan anal an avel.

1923
Daveenn : SKET p.28-29

Pelloc'h, kalz pelloc'h, war harzoù gouelec'hioù Sour hag Arab, anezho kompezennoù traezhek ha meinek, hep gwez, na geot, na dour, ez eus, etre div stêr, ur blaenennad all ec'hon ha frouezhus, ma eoster enni gwinizh.

1923
Daveenn : SKET p.16

Bagadoù all, ha n’oant ket kreñv a-walc’h da c’hounit douaroù dre an armoù, en em silas a goad da goad, a ouelec’h da ouelec’h, e-skeud an nozioù diloar.

1923
Daveenn : SKET p.90

Un nebeud gouelec’hioù hakr ha difrouezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.61

lean ar gouelec'h

1931
Daveenn : VALL pg anachorète

Eus a-bell e seblante ur gêr lien, savet e-kreiz ur gouelec'h.

1944
Daveenn : EURW.1 p.204

- Va bro ... « Señorita », va bro-me eo ho Kastilha-Gozh ur gouelec'h krin ha kras en he c'heñver. Du-mañ 'z eus geot glas, a-hed ar bloaz, ken uhel hag ho penn ; du-mañ, e red an dour, hañv-c'hoañv, e-barzh an traoniennoù, dezho o bec'h gwez.

1949
Daveenn : SIZH p.45

« El Monte » a oa anezhañ, war an uhel, en tu-all da [sic, "en tu all da"] wini ha da verjezoù alamandezenned an domani, ur gouelec'h kromm dizolo.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Pa erruomp war leurgêr Omonia ez eo evel pa vijemp degouezhet war-eeun eus gouelec'h ar Sahara e janglenn Amazonia.

2015
Daveenn : EHPEA p33

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial