1. Doare morzhol bras ha pounner.
Un horzh houarn, koad. Un horzh vras. Un taol horzh.
2. Trl. skeud.
Bezañ tapet, paket etre an horzh hag ar c'henn, en em silañ etre an horzh hag ar c'henn : bezañ tapet pe mont etre div gevrenn enep.
HS. mell.
An holl arouezioù sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horzh, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegoù, engravet war arem o armoù ha war brenn o goafioù (1).
An holl aroueziou sakr (a losk hag a bulluc’h neb a zo dizellezek d’o dougen), ar rod, ar groaz, an hevoud, an teiresker, an horz, ar greskenn, a lugerne, broudet war o zonegou, engravet war arem o armou ha war brenn o goafiou (1).
1923
Daveenn :
SKET
p.139
En a-raok e kerzhe an douger horzh, ha war e lerc'h an douger kizell ha morzhol.