I.
A. Evn palvezek a vent krenn, e bigos ledan, eus ar genad Anas, a arouezer lies spesad gant e anv.
B.
1. Houad-korz : an houad gouez boutinañ, e anv spesad Anas platyrhyncos.
2. Houad louet : ar spesad Anas strepera.
3. Houad beg-golvazh, houad beg-loa : ar spesad Anas clypeata.
C. (db. an evned doñv)
Evn-porzh a vez desavet evit e gig.
Ur yarad houidi bihan. Debriñ un houad rostet.
&
Houad mut : evn-porzh bras a orin eus Su Amerika, e anv spesad Cairina moschata.
II.
Dre skeud., pemdez (db. an dud)
Paotr dibar.
Pell zo edon o klask un houad eveldoc'h-c'hwi !
HS. c'hwil, dañvad, legestr.
Daveenn :
GReg
pg canetaie(petite herbe fort mince qui croît dans leseaux vives qui ne s'écoulent pas ; & que les canes & les canards mangent)
houad
hoüad
1732
Daveenn :
GReg
pg canard (oiseau aquatique)
houidi
hoüidy
1732
Daveenn :
GReg
pg canard (oiseau aquatique)
houad
hoüed
1732
Daveenn :
GReg
pg canard (oiseau aquatique)
houidi
hoüedy
1732
Daveenn :
GReg
pg canard (oiseau aquatique)
un houad
un hoüad
1732
Daveenn :
GReg
pg (un) canard
ur penn houad
ur peñ hoüad
1732
Daveenn :
GReg
pg (un) canard
houad gouez
hoüad-goez
1732
Daveenn :
GReg
pg canard (sauvage)
An houidi a ya atav a-vagadoù.
Ann houidi a ia atô a vagadou.
1850
Daveenn :
GON.II
pg bagad (Les canards vont toujours par troupes).
Dic'houzougit an houad.
Dic'houzougid ann houad.
1850
Daveenn :
GON.II
pg dic'houzouga (Décollez le canard).
houad
1850
Daveenn :
GON.II
pg houad, houat, houed, malard
houidi
1850
Daveenn :
GON.II
pg houad
houad
houed
1850
Daveenn :
GON.II
pg houad, houed
houad gouez
houad-gwéz
1850
Daveenn :
GON.II
pg houad (-gwéz)
houidi gouez
houidi-gwéz
1850
Daveenn :
GON.II
pg houad (-gwéz)
houad
houat
1850
Daveenn :
GON.II
pg houat
An houad hag ar c'hi-mañ, hep chom pell da c'hedal, 'ya war o fenn er stêr, hag a neuñv en tu all…
Ann houad hag ar c'hi-man, hep choum pell da c'hedal, ia war ho fenn er ster, hag a neunv enn tu all…
1867
Daveenn :
MGK
p3
Un dervezh, emezañ, an aotrou doue war droad, a oa aet da vale gant ar c'hi hag an houad.
Eunn dervez, eme-z-han, ann aotrou Doue war droad a voa eat da vale, gant ar c'hi hag ann houad.
1867
Daveenn :
MGK
p3
— « Gant un houadez out bet dozvet ! »
— « Gant eunn houadez oud bet dofet ! »
1867
Daveenn :
MGK
p135
Un houad a voa, yaouankik-flamm, / E-touez ar yer o klask e vamm.
Eunn houad a voa, iaouankik-flamm, / E-touez ar ier o klask he vamm.
1867
Daveenn :
MGK
p134
— « Da vamm, ur yar ? Diot out avat, / Eus a vi yar ne deu ket houad. »
— « Da vamm, eur iar ? Diod oud a-vad, / » Euz a vi iar ne deu ket houad. »
1867
Daveenn :
MGK
p135
Pep hini en em hastas da gempenn e fuzuilh ; an hini n’en doa ket, a yae da glask, ha kaout a rae, rak war bord ar mor, e pep ti peurvuiañ, e vez ur fuzuilh evit tennañ, e-pad ar goañv, war an houidi gouez a [z]eu, eus ar mor-don, da glask o zamm boued war an douar.
Pep hini en em hastaz da gempenn he fuzil ; an hini n’en doa ket, a iea da glask, ha kaout a rea, rak var bord ar mor, e pep ti peurvuia, e vez eur fuzil evit tenna, epad ar goan, var an ouidi gouez a deu, euz ar mor doun, da glask ho zamm boued var an douar.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.196
[G]oude 'oa yer pe houidi ouzh ar ber[.]
goude 'oa yer pe houidi ouz ar ber ;
1944
Daveenn :
EURW.1
p26
Un nebeud devezhioù goude, p'edomp o vont ouzh taol evit koaniañ, setu ar penn-kêr o tont da zougen klemm : daou houad a oa bet kollet en un adke[ê]riadenn a oa ivez dindan e veli, ha va "mwana" Mousavou a oa bet gwelet, hervezañ, penn un houad gantañ.