Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ger a reer gantañ evit gelver ub., o houal. 2. Ger a dalvez da zrevezañ yezhoù ar c'haouenned, an touded. "Hou ! Hou !" eme ar gaouenn.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Ya, met an Touz a deuas war ar porzh, ezhomm dezhañ eus e vag. Pelec’h emañ ?… Setu hi du-hont, daou ganfard e-barzh… Ho ! ho ! hou… oup !

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 45, p.1066-1067 (Gwengolo 1924)

Glav a rae ken a rae, ha pa savas Anatol France, « Bleu de Bretagne » a-enor [a enor], da satouilhat e brezegenn e stagas holl gleier an iliz-veur da vrallañ, ha tud an oferenn-bred o tont e-maez an ofis d’ober o seizh gwellañ evit ma kreskje an todilhon : darn o seniñ sutelloù houarn gant ur bizenn gras enno, darn’all o kanañ ken ma tagent « Nous voulons Dieu » ha « Catholiques et Bretons toujours ! », en-dra [endra] ma vleje a heligentañ ar re an tu enep, rak kement loen a zouge sae pe vragoù war al « le[u]veen » hag e[n]-dro dezhi a yude dibaouez : « Hou, hou, hou, la calotte ! »

1954
Daveenn : VAZA p.57

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial