I.
H.g.
A. (db. al loened)
Hemolc'h bleiz.
En un devezhiad hu e voe lazhet daou-ugent bleiz war-dro Kemperle.
&
Chas an hu : chas a reer ganto evit hemolc'hiñ ar bleizi.
&
Lakaat, ober an hu war ul loen : lakaat chas da redek war e lec'h a-benn e dapout.
Maget e veze chas da ober an hu war ar moc'h-gouez. War ma roudoù e oa chas, lakaet e oa an hu warnon, evel war ul loen gouez.
[1877] [P]a weled unan bennak o fiñval en tu pe du e tenned warnezhañ, evel ma tenn an den onest war ar c’hi klañv, pa vez an hu warnezhañ ha pa en em gav a-zindan e daol.
B. (db. an dud)
1. Kriadennoù, kriadeg a lezer war ub. evit e c'hoapaat, e zismegañsiñ, e gunujenniñ, h.a.
Chadennet evel un torfedour ha kaset ha digaset e-tro kêr gant hu ha gant hop warnañ. An hu hag ar you a zirollas warnañ.
2. Trl.
Ober (an) hu ouzh ub., war ub. : huchal warnañ.
Hag an holl oc'h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement. Ar vugale a rae an hu war an dud pizh. An holl a gomañsas ober hu war an den fall.
[1954] War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ [...].
II.
G.
1. (db. al loened)
Gwechad hemolc'hiñ.
Un hu bleiz a vo warc'hoazh. N'eus ket bet hu ebet war ar bleizi er c'hoad-mañ.
2. (db. an dud)
Huchadeg.
Diskar a rejont ar skeudenn-se gant un hu hag ur chalori a'r brasañ, e-kreiz ar mallozhioù.
[1877] Ar gouel a achuas e-kreiz an hu hag ar mallozhioù a laoske mignoned ar republik.
III.
Estl.
Termen isañ a implijed pa vezed o hemolc'hiñ bleizi.
Hu ! Hu ! Hu! Harz ar bleiz!
(pe en-dro d'ur c'hi)
[1924] Hu ! hu ! Pipi… a grie ar baotred, Bilzig er penn kentañ.
Termen a implijed evit lakaat ur marc'h da vont war-raok.
[1924] E dreid er skleugioù : — Hu ! hu ! Bidoullig.
Daveenn :
GReg
pg (la) chasse (aux loups, qui se fait par battuës & huëes)
hu
1732
Daveenn :
GReg
pg (la) chasse (aux loups, qui se fait par battuës & huëes)
hu
hus
1732
Daveenn :
GReg
pg (la) chasse (aux loups, qui se fait par battuës & huëes)
husoù
husou
1732
Daveenn :
GReg
pg (la) chasse (aux loups, qui se fait par battuës & huëes)
hu
hû
1850
Daveenn :
GON.II
pg hû (huée, cri, bruit pour effrayer les bêtes. cri de mépris, de dérision), huérez, hupérez
Un hu bleiz a vezo warc'hoazh.
Eunn hû bleiz a wézô warc'hoaz.
1850
Daveenn :
GON.II
pg hû (il y aura une huée de loup demain).
« Hu ! hu ! hu ! harz ar bleiz ! Kreier ha ferc'hier houarn / A zispak en-dro din ; hag en-dro d'am divskouarn / E klevan an tennoù, bolodoù o voudal, / Ar bizhier o terriñ hag ar vein o froumal ».
» Hu ! hu ! hu ! harz ar bleiz ! Kreier ha ferier houarn / » A zispak enn dro d'in ; hag enn dro d'am diskouarn / » E klevann ann tennou, bolodou o voudal, / » Ar bisier o terri hag ar vein o froumal.
1867
Daveenn :
MGK
p83
Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa weled unan bennak o fiñval en tu pe du e tenned warnezhañ, evel ma tenn an den onest war ar c’hi klañv, pa vez an hu warnezhañ ha pa en em gav a-zindan e daol.
Truez ! oh ! nann ! Pell ac’hano : pa velet unan bennag o finval enn tu pe du e tennet varnezhan, evel ma tenn an den honest var ar c’hi klan, pa vez an hu varnezhan ha pa en em gaf azindan he daol.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.40
Ar gouel a achuas e-kreiz an hu hag ar mallozhioù a laoske mignoned ar republik.
Ar gouel a achuaz e kreiz an hu hag ar mallosiou a laoske mignouned ar republik.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.187
An hu a vije bet war hol lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet gwazh ganeomp, rak n'eo ket brav kouezhañ etre daouarn kañfarted kêr.
An hu a viche bet var hor lerc’h ; marteze zoken e vije en em gavet goaz ganeomp, rak ne ket brao koueza etre daouarn kanfarted kear.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.67
Distaget gantañ Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h dezhañ, en ur c’hwezhañ evel ul louz, en em sevel war an dibr : e dreid er skleugioù : — Hu ! hu ! Bidoullig.
Distaget gantan Bidoullig ; pounner e oa ar barner, bec’h d’ean, en eur c’houeza evel eul louz, en em zevel war an dipr : e dreid er skleugiou : — Hu ! hu ! Bidoullig.
War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e[n]-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwall stank ar c’hirri dre dan er mare-se.
War hed un div lev bennak, adalek an ti hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwell stank ar c’hirri dre dan er mare-se.
1954
Daveenn :
VAZA
p.56-57
Dalc'hmat e kan al lapous noz / A-dreñv pep kleuz, ouz tor pep roz, / Da vodañ Breizhiz a bep tu / War an Nasion d’ober 'n hu.
Dalc'hmat e kan al lapous noz / A-dreñv pep kleuz, ouz tor pep roz, / Da voda Breiziz a bep tu / War an Nasion d’ober 'n hu.
1960
Daveenn :
PETO
p72
Marc'heg, perak ren ur seurt hu / War ho marc'h skañv, herrus e dus, / Ken trouzus tost ha froud ur skluz, / Ha din petra ' ziouganit-hu ?
Marc'heg, perak ren ur seurt hu / War ho marc'h skañv, herrus e duz, / Ken trouzus tost ha froud ur skluz, / Ha din petra ' ziouganit-hu ?