kenseurted
kenseurt
Yann e benn e-unan a oa bet evel-se leshanvet gant e gonsorted, abalamour d’e imor.
kenseurded
Diwezhatoc'h, pa 'm eus studiet, e komprenis implij an toull-se ; ur c'haran vengleuz e c'hallje bezañ bet, da gentañ ; en amzer ar roue Loeiz Pevarzek, an toull a oa bet talvezet da repu, da guzhiadenn, d'ar Bonedoù Ruz, kenseurted Bastian ar Balp, enklasket gant an Dragoned evit o c'has d'ar groug.
Ma mamm, hag a oa deut, da heul he mab, da vezañ troet gant ar vroadelezh vreizhek, a fellas dezhi kemerout perzh ivez er gouel bras e oad o tanzen ; laouen e oa dreist-holl gant ar c'heloù e vije adsavet an teatr brezhonek, rak ez yaouank, he doa bet plijadur o vont da Werliskin da arvestiñ ouzh ar « Misterioù » a veze c'hoariet eno en ul lab bennak, gant kenseurted Prosper Proux.
Un dra hepken a fell din lavarout : na din na d’am c’henseurted ne blijas na hi [ar gêr-se] nag an dud a veve enni.
Diouzh gwelout he neuz avat ne c'helle ket bezañ bet mesket gant gwad Europiz, ken garv ma oa he neuz hag hini n'eus forzh pehini eus he c'henseurtezed !
[...] bihan eo iliz-veur Kemper, diouzh muzul ar pep brasañ eus ilizoù kempred Europa. Kaeroc'h 'zo, nebeut a zibrad 'zo dezhi en diabarzh. Hag hi uhelikoc'h eget he c'henseurtezed a Vreizh, n'eus etre begel ar volz uhelañ hag al leur, nemet ugent metr (evel e Dol, met n'eus ken triwec'h metr e Landreger ha c'hwezek e Kastell-Paol).
Ma c'hoarvezfe ganeoc'h kavout un enebour hag a zalc'hfe da nac'h komz ouzhoc'h e vefe gwasket gant e genseurted, e genlabourerien, an dud a-us dezhañ, ha kement zo...
"Petra 'c'hoarvez, kenseurt?" a c'houlenn Koula ouzh unan eus ar reuzeudion en o lifre hag a zo diouzh tro a-dreñv al lietenn ruz.
En hañv e voe harzet gant Kathrine hag he c'henseurted ur Rus hag en doa flodet dek mil kached ekstasy dre an harzoù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
kenseurterezh