gouli
gouli
gouli
gouli linek
gouli
Hag evit gwir, n'eo ket koll ar penn eo lavaret e teu galloud ur person, ur c’hure, da bareañ goulioù an ene, da bardoniñ ar pec’hedoù, da reiñ ar vadiziant, etc... eus a-berzh ur c’houarnamant hag a zo en e benn ur protestant marteze ha ne anavez ket eo ret kofes, pe un den disakret bennak ha ned a na war-dro iliz na war-dro beleg ebet, nemet pa vez oc’h ober pourmenadennoù en e rouantelezh, pe pa en em gav un nevezenti bennak gant e dud ?
Gwelet hemañ mac’hagnet e holl izili, henhont astennet a-hed e gorf war hent ar belerined, a glemm, a derm, klevet-eñ o huanadiñ war e wallblanedenn : « O ! pet truez ouzh ur paourkaezh !… O ! pet truez !… » Hennezh, azezet harp ouzh ar c’hleuz, e flac’hoù en e gichen, euzhus da welet, a ziskouez e zivc'har debret gant ar goulioù hag ar c’hontron : « Sellit a-druez ouzh un den reuzeudik, c’hwi pere a zo yac’h ha divac’hagn ».
— Ar pezh a zo gwir, eme Jarlig kozh, sant Kireg a wenve hag a ziwrienne ar goañvennoù, an darouedennoù, ar gwenaennoù ; sant Melar a roe nerzh d’ar vugale blank ; sant Kado a yac’hae ar goulioù, sant Urlo ar remm, sant Kirio ar gorioù ; santez Roza a zigase laezh e bronnoù disec’het ar mammoù ; sant Herbot a wellae al loened, ha Gwerc’hez Itron-Varia ar Jaou a sederae, a sklaerijenne ar speredoù klañv gant an displijadur…
gouli
Klask a ris ober eta gwellañ ma c'hellis ar pezh a zo merket war ar paper a vez da heul : Klask lakaat ar gouli da wadañ (met keit all a oa abaoe ar flemm ma ne oa ket da fiziout kalz war an dra-se); enflistrañ dek santimetrad-diñs a louzoù enep flemm an naered dindan kroc'hen ar c'hof, tommañ dour lakaet permanganat e-barzh, ha flistrañ ivez an dourenn-se tro-dro d'al lec'h bet flemmet, atav evit klask distruj ar bilim.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gouliadur