Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Doar./Stn. A. 1. N'eus ennañ netra hag a c'halljed merzout. Ar sac'h-mañ zo goullo. Ne oa en e c'hodell nemet ur yalc'h c'houllo. & Ent strizh (db. ar stomog) Tamm boued ebet ennañ. Me zo goullo ma c'hof : naon am eus. 2. N'eus ket a dud ennañ. An ti, ar sal zo goullo. Ur gêr hanter c'houllo e-pad an ehan-labour. Un tren goullo. ES. leun. 3. (db. ur garg) N'eo dalc'het gant den. Ur plas goullo zo er burev-se. HS. vak. B. Dre skeud. 1. [1877, 2015] Didalvoud, aner, difrouezh. En em reiñ da blijadurioù goullo. Hir e kav eurioù goullo an abardaez. Graet en deus un dro c'houllo : n'en deus ket kavet pezh a glaske. Ur veaj c'houllo. [1877] Mes tro [c'h]oullo a reas. Ar veleien a yoa aet da guzhet, ha ne gavas netra nag er presbital, nag en iliz. [2015] Graet hon eus tro c'houllo. 2. (db. ar c'homzoù) N'o deus pouez ebet. Mennozhioù goullo, komzoù goullo. 3. Diwir. Digarezioù goullo en deus roet. HS. toull. 4. (dirak an ar. a + ak.) N'eus ket eus udb. ennañ. Ur vuhez goullo a eurvad. Ul lavarenn goullo a ster, a dalvoudegezh. II. Adv. 1. GOULLO, ENT GOULLO : hep den, hep tra ebet ennañ. Ar c'harr-boutin-se zo aet kuit ent goullo, goullo. & Tr. adv. Lakaat goullo : goullonderiñ. E-pad ma vo lakaet goullo bep noz, ez adkavi leun bep mintin. 2. GOULLO, ENT GOULLO : hep bezañ kavet ar pezh a glaske. Deuet eo en-dro ent goullo. Arabat dit dont goullo d'ar gêr !

Skouerioù istorel : 
42
Kuzhat roll ar skouerioù

goullo

1499
Daveenn : LVBCA p86 (vuyde)

goullo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg vuide

ur sac'h goullo ne c'hall ket chom en e sav

1732
Daveenn : GReg pg (on ne peut se tenir) debout (se soutenir, sans manger. Proverbialement)

bouzelloù goullo ne voent biskoazh figus

1732
Daveenn : GReg pg appetit

goullo

1850
Daveenn : GON.II pg gouliu, goullô

Ur vouzellenn c'houllo en deus atav.

1850
Daveenn : GON.II pg bouzellen (Il a toujours un boyau vide).

Chetu c'hwec'h boezellad heiz en deus roet din, o lavarout : Na fell ket din e tistrofes goullo etrezek da vamm-gaer.

1850
Daveenn : GON.II p.105, Buez Ruth.

Leun on aet kuit, ha goullo en deus va digaset an Aotrou.

1850
Daveenn : GON.II.HV p.100, Buez Ruth.

goullo

1850
Daveenn : GON.II pg gouliu, goullô, goullôuz, gwâk, goak

alies eo goullo va yalc'h

1850
Daveenn : GON.II pg goullô

n'eo ket c'hoazh goullo al lec'h

1850
Daveenn : GON.II pg goullô

goullo-kaer

1850
Daveenn : GON.II.HV pg goullô-kaer

hanter c'houllo

1850
Daveenn : GON.II p.8, introduction ; "à moitié vide"

Ar pintig kaezh, laouen bepred, a gan hep goulenn tra ebet ; hag o klevet ker brav dudi, an holl a rae e veuleudi o lavaret "Ur c'haner eo" ! Gant meuleudioù ne chomer bev. Alies siwazh. Ar pintig paour ne gave tamm na berad dour, e zaou bodig goullo atav, un deiz e voe kavet marv, marv gant naon en ur ganañ

1867
Daveenn : MGK p22

« Ar rastell zo goullo, ar gouzer ned eo sec'h, / It d'ar sanailh hag e dillo, / Roit d'al loened foenn ha kolo. »

1867
Daveenn : MGK p44

Da c'houloù-deiz, / E oa goullo ha yen o neizh.

1867
Daveenn : MGK p54

Daou varc'h a yae en hent : unan a gerc'h sammet. An eil, o tougen sonn arc'hant holen ar Roue; Bete bouedenn e lost ennañ lorc'h ha fouge, ne roje ket e vec'h evit netra er bed. En em hejañ a ra, stampañ e zivesker, ditirinat e ourouler, p'en em gav war al lec'h skarzherien godelloù, goullo ganto o yalc'h, digor o c'hrabanoù, evit skrabat el lec'h ma'z eus.

1867
Daveenn : MGK p6

En em gavet da vont da di / Ur furlukin a Leskudenn, / E voe mantret-holl o welet / Kement all a draoù oc'h bizhier : / Dilhajoù glas, ruz, marellet, / Barvouskennoù, manegeier, / Rokedennoù, frezilhonoù, / Darn arc'hantet, darn alaouret, / Saeoù goullo, soroc'helloù / E pep giz zo hag a zo bet / Dastumet eno eus pep bro.

1867
Daveenn : MGK p138-139

Mes tro [c'h]oullo a reas. Ar veleien a yoa aet da guzhet, ha ne gavas netra nag er presbital, nag en iliz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.247

Ya, gwir a livirit, eme Ber, deuit, Yann, rak me zo goullo va c’hof ; ne ouzon ket da belec’h eo aet ar banne soubenn am boa bet dec’h da noz.

1877
Daveenn : EKG.I. p.79-80

Ker goullo oa an ti-kêr evel an iliz ; n’oa ket ur penn kristen ennañ.

1877
Daveenn : EKG.I. p.232

Ar salioù-tronañ, kambr an teñzorioù, ar grignolioù a zo disto ha goullo ; enno e kresk an drez hag en em repu ar gouezed.

1923
Daveenn : SKET p.15

Aotrou Doue, hon sikourit, mir[i]t na ’c’h afemp hon-unan da goll war-lerc’h ar mennozhioù goullo, ar pedennoù didal hon eus bet dibunet dirak ho furnez !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

Hag hon zud fur, dindan brumenn an abardaez, an eil war-lerc’h egile, krommet, o daouarn gante en o godelloù, ac’h eas d’ar gêr, war o fouez, goustadik, demzerret o daoulagad, skuizh o fenn da vezañ douget e-pad keit amzer mennozhioù ken boull ha ken goullo.

1925
Daveenn : BILZ2 p.138

— Neuze gra da sac’h, da gabanenn a zo goullo…

1925
Daveenn : BILZ2 p.167

Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.

1929
Daveenn : SVBV p.8

me zo goullo va c'hof

1931
Daveenn : VALL pg (j'ai grand) appétit

kammed goullo

1931
Daveenn : VALL pg bévue

Dont d'ar gêr ez c'houllo

1931
Daveenn : VALL pg (revenir) bredouille

Etre ar garlantezioù hag an Douar-Bras ez eo aes d'ar sima berus pignat er gevrenn c'houllo : setu perak n'eo ket don-tre Mor Melen ar Reter, Mor Oc'hotsk, Mor ar Japan.

1943
Daveenn : TNKN p90

« Ne veze ket roet boued dezhañ da zebriñ, hag ur sac’h goullo ne chom ket en e sav. »

1944
Daveenn : ATST p.86

Ma mignoned bugaleaj a zo aet kuit, pep hini gant e hent. Goullo e kavan ar bourk.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

Hogen, pesk ebet ne dostae ; ’m eus aon n’o doa ket naon ar sulvezh-se, sulvezh diwezhañ a viz gwengolo, ha Lukaz, pesketaer dispar, ne gare ket koll e amzer en un takad goullo, na chom da stourm ouzh ar pesked, pa oant mouzet ["mouzhet"] betek an hini diwezhañ.

1944
Daveenn : ATST p.12

— « Hag ar gerent all o welout goullo an armel ?… » — « A yelo droug enno. N’eus forzh !

1944
Daveenn : ATST p.77

Hag e serras ar genoù war ar forn hanter-c’houllo.

1944
Daveenn : ATST p.89

Kuitaat a ra ar sal hag e chom houmañ goullo e-pad ur munut pe zaou.

1960
Daveenn : PETO p33

War ma ene d'ober koue[z], / Mui nep beleg e ti Doue / Goullo abaoe meur a vloaz / Da varchigod Gaid Kêrlennou, / Maouez drouk ar gwallbedennoù, / Em bo adarre, evel boaz.

1960
Daveenn : PETO p64

Kentañ ma krogis da skrivañ eñvorennoù war va buhez du-hont a voe e deizioù diwezhañ miz gouere '39, pa oan aet gant ar 35vet Rejimant Artilerezh Gwened, da ober "maneuroù" pe embregadegoù e Kamp KoedKidan, kement-se e-pad ar pennadoù goullo a veze etre ar pennadoù-embregiñ.

1985
Daveenn : DGBD p6

Aloubiñ stalioù, melestradurezhioù, sezioù embregerezhioù, douaroù labour, lojerisoù goullo, peulioù linennoù TUT...

2015
Daveenn : DISENT p58

Ne ouzon ket ha taolet fed ac'h eus met er gegin ez eus ur voutailhad vodka hanter c'houllo.

2015
Daveenn : EHPEA p13

Pegen nes e ranker bezañ pa c'houlenner digant egile komz ouzh merc'h an unan ha pa zeu hennezh a-benn da c'hounit warni p'hon eus ni graet tro c'houllo ?

2015
Daveenn : EHPEA p304

Oberoù hentoù / trenioù / metro digoust; pik-nik digoust er gourmarc’hadoù; adperc’hennañ ar madoù e-pad an diskrogoù el labouradegoù; diskenn priz feurm ha gwerzh al lojeiz; dihan da baeañ feurm ar lojerisoù; chom hep resteurel arc’hant ar c’hredoù; takadoù emren didermen; perc’hennañ ul lec'h prevez pe foran hag embann ez eo ul lec’h emren, digoust, liberter ha gouestlet d’an dudi; rekizañ lojerisoù goullo…

2015
Daveenn : DISENT p59

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial