Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Ezvezañs a nep tra a c'halljed merzout (a zanvez kalet, a zour, h.a.). Trouz ar goullo a zeu dindan al leur. Ne stardas e zorn nemet ar goullo. & Trl. Chaokat goullo : bezañ hep tra da zebriñ. & Trl. skeud. Ober ar goullo en-dro da ub. : pellaat an dud dioutañ. 2. Lec'h n'eus netra ennañ e diabarzh un dra pe etre traoù. En em silañ a ra an avel dre ar goullo etre an nor hag ar voger. HS. gwask. 3. Rann eus an egor n'eus netra krenn enni (na danvez na gaz). Ober ar goullo gant ur riboul. Goullo zo en egor etre ar stered.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

E-keñver da Aedobitus edo Nemobitus (6), an islonk distrad, divent, diharzoù, ma rene ennañ bepred an noz hag ar yenien, e lec’h n’oa tra a gement en dije buhez, domani ar Goullo, an Netra hag ar Marv.

1923
Daveenn : SKET p.27

Aspedet gantañ e zoueed d’e wareziñ ha d’e harpañ, e teuas dezhañ herded a-walc’h ma klaskas stekiñ outo ; hogen ne stardas e zorn nemet ar goullo.

1923
Daveenn : SKET p.115

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial