Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Klask ober aon da ub. war-bouez ur gourdrouz*. Gourdrouz ar marv da ub. DHS. kinnig. & (dirak un av.) Gourdrouzet en doa kannañ ar goapaer. [2015] Emañ an tourmant ruz o c'hourdrouz sailhañ warnomp. 2. Disklêriañ da ub. e zisplijadur ouzh e emzalc'h, ouzh e oberioù. Alies he doa ranket gourdrouz he mab. HS. krozal, skandalat. 3. (db. al loened) Klask spontañ en ur ober trouz, boud prl. ul loen gouez o c'hourdrouz chas an hemolc'her. HS. krozal. II. V.k.d. GOURDROUZ WAR-LERC'H UB., GANT UB. : gourdrouz (I 1, 2). Ar person ne gredo ket gourdrouz ganimp !

Skouerioù istorel : 
21
Kuzhat roll ar skouerioù

gourdrouz

1499
Daveenn : LVBCA p86 (menacer)

gourdrouzet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg menacer

gourdrouz

1659
Daveenn : LDJM.1 pg menacer

gourdrouz kalz

1732
Daveenn : GReg pg fulminer (Fulminer, tempêter, &c.)

gourdrouzet kalz

1732
Daveenn : GReg pg fulminer (Fulminer, tempêter, &c., pp.)

En em c'hourdrouz a reont an eil egile.

1850
Daveenn : GON.II p.75

kaer em eus he c'hourdrouzañ, na sent ket ouzhin

1850
Daveenn : GON.II pg gourdrouza

gourdrouzañ

1850
Daveenn : GON.II pg gourdrouza

gourdrouz

1850
Daveenn : GON.II pg gourdrouza

gourdrouzet

1850
Daveenn : GON.II pg gourdrouza

gourdrouzañ a ra bepred

1850
Daveenn : GON.II pg gourdrouza

Sezar, ur c'hi mailh ha brudet, / Besk e lost ha rok e galon, / A voa lammet en e sav sonn / Tost d'ur c'honikl yaouank, hag outañ o sellet : / — « Din-me out, emezañ, e gurun o c'hourdrouz, / Ken a grenas en-dro al labousigoù keizh. »

1867
Daveenn : MGK p112-113

Meur a wech, an Aotrou Gall, person Plouenan, e barrez, en doa her gourdrouzet. Meur a wech e oa bet en e di oc’h her c’hlask da vont, evel pep kristen mat, da gofes ha da ober e bask ; mes en aner e komze ; ar c’here ne rae van, kenderc’hel a rae e vuhez fall ha direizh.

1878
Daveenn : EKG.II p.148

D’ar youc’h-se taer, spouronus, euzhus, trec’h da drouz al lanv hag an avel, da c’hourdrouz ar gorventenn, da c’harmadeg ar reuniged hag ar morevned, e koll armead ar speredoù drouk ha dic’hlan pep nerzh ha pep herder.

1923
Daveenn : SKET p.116

Ha pegen muioc’h hon holl zechoù all !... Klevit anezho, mat pe fall, en-dro d’ho kalon, o kanañ, o richanañ, o klemm, o c’hourdrouz, o c’hourc’hemenn pe o pediñ. Enebiñ a rit-hu oute ? Trec’het hoc’h eus-hu war darn anezho ?…

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 38, p.843 (Miz C'hwevrer 1924)

En em ziwallit, en em gendalc’hit evit ho pugale, evit ivez ho paotr koshañ, eñ drouk gwechall, pehini hoc’h eus ranket gourdrouz ken alies, ha pehini evelkent, mamm Izabel, ho kare eus a-greiz e galon.

1925
Daveenn : BILZ2 p.182-183

C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Ur gaouad digar ha gwall rust / Hor c'hastiz, siwazh ! hag hor fust; / An Ifern, laosket en e roll, / A c'hourdrouz taer hor c'has da goll.

1960
Daveenn : PETO p26

Sevel a ra da vont d'an nor, met, kerkent, e teu ar soudard da virout outañ d'he digeriñ, en ur c'hourdrouz skeiñ gant e vaionetez.

1960
Daveenn : PETO p43

Hag ouzh ho kourdrouz van ne rin, / Rak tra disterik ez eo din.

1960
Daveenn : PETO p79

Gant se n'eo ket ken "koustus" ha se dezhe cheñch tu: gouzout a ra an holl ne vo ket barnet na gourdrouzet kennebeut all.

2015
Daveenn : DISENT p51

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial