Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. 1. Perzh ar bouedoù a vez merzet p'o zañvaer. Reiñ goust d'al lambig. Ur varrikenn fustet a laka he goust àr ar gwin a lakaer a-barzh. Degas goust d'o boued : e vlazañ gant un temz. DHS. sasun. HS. saour. 2. A-wechoù An hini eus ar pemp skiant a dalvez da dañva an traoù. Fin eo e c'houst. HS. blaz. 3. Doug da gavout gwelloc'h udb. eget udb. all. C'hoant ha goust d'an traoù a-zialaez. & Trl. Bezañ da c'houst ub. : bezañ kavet mat gantañ, plijout dezhañ. Dioueriñ a rae meur a dra hag a veze d'e c'houst. & Kemer goust : dont da gaout plijus. Kemer a raent goust en ur glevet kanañ. & Trl. Leuskel goust da begañ war-lerc'h : ober e labour en un doare pervezh, a-feson, e doare ma vo ur blijadur labourat war lerc'h an-unan. 4. Trl. Kaout goust : kaout c'hoant. Kaout goust da ziverrañ. Dav eo kaout goust. & (impl. da anv unan) N'ho po goust ebet dezho. & Kaout plijadur. Pell zo ne'm eus ket bet kement a c'houst da c'hoarzhin. Te a oa un den hag en doa goust. 5. C'hoant. Reiñ goust d'al loened da zebriñ. Trl. Bezañ e goust : kaout c'hoant. Atav emaint e goust. & Ober udb. da c'houst ub. : evel m'en deus c'hoant. 6. Ent strizh C'hoant debriñ. Un tammig goust zo deuet dezhañ hag e tebr a galon vat. 7. Rannyezh. C'hwezh. Klevet e vez goust odivi. II. G. Perzh ar bouedoù a vez merzet p'o zañvaer. Ur goust c'hwerv. Reiñ ur goust d'ur pezh kig bennak. HS. blaz, saour.

Skouerioù istorel : 
2
Kuzhat roll ar skouerioù

Eus an ti a-bezh, ma ne oa den ebet o chom estreget ar vaouez-se, ne arvere Mr Hyde nemet daou bezh; gloestret e oant gant arrebeuri pinvidik-tre avat, ha gant goust. Un armel-stag a oa leun a win, al listri a oa en argant, an doubieroù cheuc'h.

2012
Daveenn : DJHMH p41

e zilhad, daoust dezho bezañ a berzhded uhel hag a c'houst mat, a oa kalz re vras evitañ

2012
Daveenn : DJHMH p. 85

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial