goustadik
goustadik
Lakaat a reas e zorn war an alc’houez ; treiñ a reas anezhañ ar goustadikañ ma c’hellas, mes ur gwigour skiltr a zihunas krenn ar voereb.
Neuze, dre ma tostaent, an dud a gerzhas goustadikoc’h-goustadikañ.
Er gwasked emañ war ribl ar stêr Aon a red he dour goustadik, evel gant keuz, war-du Kastellin.
Mont a rae a-wechoù war-ziskenn ar menez a-gleiz pe a-zehou, hag e weled neuze ur c’hrec’h digoad gant douar-gounid, prajoù pe barkeier, hag a-rez ar fjord, ur gêriadennig fentus gant tiez bihan a bep seurt liv, heñvel-mik ouzh c’hoarielloù Nedeleg, bodet e skeud un ilizig ken dister hag i, ha pelloc’h, war-bign un dorgenn c’hlas, traoù munut, ruz pe wenn, o fiñval goustadik, saout ha deñved ar barrez o peuriñ.
Hogen, ne veze ket peurskaret e-maez en ur frapal an nor, ma krogemp, va mamm ha me, da c’hoarzhin goustadig [goustadik] evel daou genwaller, laer pe laeroc’h, goude o zorfed.
Ha pa zigor an noz, e-giz ur rozenn goañv o tispakañ hini ha hini he deliennoù, pa blav en don an neñvoù ul loar ken lufr ha pal ur plomer, e tihun ivez ar menez-tan Vesuvio, heñvel a-hed an deiz ouzh ur c’hozhiad moal na dennfe nemet a-wechoùigoù ur bouchad moged eus e gorn, met adal neuze, gwech alaouret, gwech damruz, en em skign a-us dezhañ ur rod-heol hag a gresk, hag a deuz hag a flammin adarre evel pa vefe kalon ar rannvro o tarlammat goustadik du-hont, e sioulder ar maezioù moredet.
War a seblant int bet savet [ar c'hleuzioù] da vevennañ ar parkoù da gentañ ha dre ma int bet savet goustadik, a rummad da rummad, gant tud a zalc'he kont deus an amzer, an dour hag an douar, int daet da vout ur seurt endro naturel.
Pignat e c'hell koulskoude ar batimantoù bras gant ar stêr Wouri betek Douala, nemet e rankont gortoz al lanv ha leviañ goustadik dre wask al lec'hidennoù; evit chom hep koll re a amzer eo e harzont e Souellaba.
"Goustadik, Aotrou", emezon.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
goustaon