Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
7
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Na c'hortozed ket. Un taol chañs dic'hortoz. Marvet eo en un doare trumm ha dic'hortoz. 2. Divoas. Arnodet en deus ur stumm dic'hortoz da implijout al lisiv-se.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

dic'hortoz

1850
Daveenn : GON.II pg dihet, dic'hortoz (Sans espérance, qui n'a pas ou qui n'a plus d'espérance. Inattendu. Fortuit).

Hogen, er c’houlz end-eeun ma stouent outi, unan a-gleiz, egile a-zehou, ha m’edo Derkeia torret he c’halon oc’h anaout e rankje gouzañv pezh o doa gouzañvet he c’hoarezed, e welas un trede den dic’hortoz o sevel sonn a-dreñv an daou all.

1923
Daveenn : SKET p.103

"dic’hortoz" [...] a. g.

1923
Daveenn : SKET p.170, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Qu’on n’attend pas, inattendu ; inespéré".

E-keit ha ma chom ar re-mañ alvaonet ha sabatuet gant un taol ken trumm ha ken dic'hortoz, en deus sailhet an tec'her betek treuzoù ar sal.

1960
Daveenn : PETO p50

Digoret e oa bet un enklask [...] da c'houzout hag-eñ e vije ul liamm bennak etre ar ganedigezhioù dic'hortoz-se ha gwallzarvoud ar greizenn.

1980
Daveenn : BREM Niv. 0, p.5

Dale gant ur bus, ur ger na gavan ket, un taol kurun, un trouz dic'hortoz, ur sell a-dreuz digant moi boss, ha setu ivin ma biz bihan a bak anezhi.

1992
Daveenn : EAZB p. 57

prest e oa da lakaat anezhañ a-gostez gant an traoù all pa zigoras he dorn dre ur fiñvadenn dic'hortoz

2012
Daveenn : ADULT p. 228

"Aotrou, mar ped ac'hanoc'h der zegouezh da vont tre, nad it ket." Gant ar c'hlozadur dic'hortoz-se e skrijas an Ao. Utterson ken e voe darbet dezhañ koll e gempouez.

2012
Daveenn : DJHMH p.63

An taolioù war an dachenn a zegas bepred traoù dic’hortoz, ha goulennoù da heul a-fed [a-fet] strategiezh koulz a-fed [a-fet] preder.

2015
Daveenn : DISENT p62

"Gouzout a rit penaos e oan en em zialet evit kement am boa gouzañvet gantañ?" a c'houlenn Petropoulou ouzhin en un doare dic'hortoz.

2015
Daveenn : EHPEA p58

Ur gerentiezh dic'hortoz ha nebeut anavezet a lakfe hor [sic, hon] Akilleüs da vezañ ivez, gouez da istorourien zo, breur gevell Cùchulainn, armoù burzhudus ha Tan-an-haroz hag all...

2016
Daveenn : ILIAS p10

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial