gortoet
gorto
gortoz
gortozet
gorta
gorto
gortoz
DA EVESHAAT : Dreist-holl, lennerien ger, na vez ket e vefec’h souezhet pa welot hor gourdadoù oc’h ober en o buhez, en o menozioù, en o oberoù, evel paganed. Paganed ez oant-i e gwirionez, ha n’oufed gortoz anezho da gomz ha d’en em ren evel kristenien, pa n’oant ket ! Bravoc’h a se n’eo ken an taolioù-kaer o deus graet !
Itron e vo Janedig !… Ha kaer o deus lavaret penaos an itron gozh a zo gwall gazus, tost, ken tost ken he dije touzet kein ul laouenn-dar, lavaret penaos ar marc’heg, goude marv e vamm, ac’h aio adarre da redek e reuz da Vontroulez, da Roazhon ha da Bariz — da c’hortoz, itron e vo Janedig, en karroñs ec’h aio Janedig, ha, n’eus forzh petra a c’hoarvezo, pemzek kant skoed leve he devo.
Raktal ar rakzorioù a fiñvas en ur drouzal war o mudurunoù ha, dre[iz ?] an toulloù anezho ec'h en em silas un niver bras a veajourien ker sammet, ar c'halz anezho, hag ul [sic] toullad merien o tistreiñ d'o neizh. Ken niverus all eo war ar frankizenn, an dud a c'hortoz o zro da bignat en tren da gemerout al lec'hioù lezet goullo gant ar re a oa erruet e penn o beaj.
gortoz tro
gortozit
da c'hortoz
gortoz
O c’hortoz e vije pare ar vestrez ?
« Da c’hortoz ma vo gouezet pe wir pe faos eo ar c’heloù trist-se, evomp ur chopinad, ha yec’hed d’ar re vev ! »
Tri c'hard eur e oa c'hoazh da c'hortoz kent serriñ dor an iliz.
Azezañ a reas ar breur Arturo, da c'hortoz, war ar skabell voas.
Diwezhat e oa ivez ar breur Arturo d'e goan, dre m'en doa re hir-gortozet [hirc'hortozet ].
1er Prix d’Histoire, … hag all, hag all, kement ha ken bihan ma rankis gortoz ken na vije bet peurlennet roll kanfarded ar rhétorique.
Ul labour tenn, start, ha poanius evit an ofiserien hag ar vartoloded, met ul labour n'helled ket tremen heptañ, anez-se koulz e vijet bet da c'hortoz ar peoc'h peurbadus, da lavarout eo bloavezh an erc'h du, gwerzhañ an holl vigi, bras ha bihan, da varc'hadourien kozh hernach.
Leur an ti a rae dimp evit c'hoarilec'h, kraou ar Mabig Jezuz a oa ur foeltrenn seminal, ha da c'hortoz o zro chom a rae ar rouanez hag all kuzhet en deñvalijenn dindan ar viñs.
Pa ne fell dit anzav an dra, / Pa respontez n'ouzout netra, / E rankan, trumm, hep gortoz ken, / Az kas emberr d'ar prizon yen.
En aner eo em eus klasket gwelout begoù uhel Inizi Canarias war an tu dehou ; chom a reont kuzhet er vorenn ha dav e vo din gortoz ken an distro evit o damwelout.
Dont a reomp a-benn da ziskenn gant straed Pireos ha da barkañ dirak iliz Ayia Triada. Gwelout a ran ma daou eiler, Vlasopoulos ha Dermitzakis, ouzh ma gortoz en enkerzh.
Evel ma ne oan ket ouzh ho kortoz da zont em eus graet gant unan eus an daou ziskoulm hon eus e Epiros.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gortoz