Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Rag. am. (en ul lav. nac'h prl.) Ger ebet. Ne respontas grik. Ne voe mui rannet grik etrezomp. Diot e vefe neb a gredfe grik war gement-se. & Trl. Na faoutañ, na rannañ, na seniñ, na wikal grik : chom hep lavaret ger ebet. & Na glevet grik : na glevet netra. II. Estl. Termen a reer gantañ evit kemenn d'ub. tevel. Grik ! Grik ebet war se ! Grik ebet ken ! HS. mik. III. G. (en ul lav. nac'h prl.) Ger. Arabat deoc'h lavaret grik ebet dezhañ biken diwar-benn an traoù-se. Ar varc'hadourien ne faoutont peurliesañ grik ebet diwar se d'ar brenerien. Ober a reas "ya" gant e benn hep distagañ ur grik.

Skouerioù istorel : 
20
Kuzhat roll ar skouerioù

grik

1659
Daveenn : LDJM.1 pg grik

grik grik

1732
Daveenn : GReg pg chut (silence), (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

krik

1732
Daveenn : GReg pg chut (silence)

grik

1732
Daveenn : GReg pg chut (silence), (ne) dites (mot, taisez-vous tout court)

Ger an Aotrounez a Voullag eo : grik da Voullag.

1732
Daveenn : GReg pg (la) devise (des Messieurs de Molac traduite en François c'est ; Paix à Molac)

grik, st !

1850
Daveenn : GON.II p.58, "silence, mot".

na livirit grîk

1850
Daveenn : GON.II pg grîk

Paotr ar skleug gav dezhañ gwelet an holl arc'hant A voa bet, e pep oad, dastumet kant war gant. Distreiñ a ra d'ar gêr da guzhet buan ha don Eñ e gav e gregign zo krog en e galon. Bremañ grik ! Ar c'here zo aet e gan e-biou, Abaoe m'eo perc'henn da dad an holl boanioù.

1867
Daveenn : MGK p28

Grik, grik ne lavaras / An den desket, / Evit klevet / Kement all a gomzioù n'o doa na lost na penn.

1867
Daveenn : MGK p124

Ur wech [a]n amzer, etre div c’henaouad, e c’houlenne digant e dad petra c’hoarveze gantañ ; mes e dad ne responte grik ; ne rae atav nemet lavaret : Doue... Diaoul...

1877
Daveenn : EKG.I.

Abalamour da se ne leverjont grik da zen : ne raent nemet goulenn an hent da vont eus ar bourk-mañ da ur bourk all, eus an eil kêr d’eben, ha traoù all diwar nij er c’hiz-se ne oant na du na gwenn.

1877
Daveenn : EKG.I. p.36

Kaer en neus chom e-tal an nor / Gant e zivskouarnigo[ù] digor, / An nor zo kloz ; d’ar bugelig / Jezuz, siwazh ! ne lavar grik.

1898
Daveenn : KZVR Supplément à la Croix des Côtes-du-Nord du dimanche 30 janvier 1898, p.1

Hag e savas Adaqi en he sav, hep lavarout grik, ha gant he daouarn hec’h-unan e reas ur mell keuz.

1923
Daveenn : SKET p.36

— « Alo, respontit 'ta, neb en deus ar simbolenn ! » Grik ebet c'hoazh.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

— « Gant piv emañ ar simbolenn hiriv ? » a c'houlennas an Aotrou Bouder da beder eur. Grik ebet gant den.

1944
Daveenn : EURW.1 p21

-"Peoc'h, ma heuilhit, na trouz na grik".

1944
Daveenn : EURW.1 p.149

Bremañ e chomit aze hep lavarout grik… Respontit ’ta, pe kemerit bep a volenn : ar varrikenn sistr a zo aze, gouzout a rit, e-tal ar gwele.

1944
Daveenn : ATST p.29

Ar voereb Mari ne lavare grik ebet. Astennet e oa war he gwele, hanter vev, hanter varv.

1944
Daveenn : ATST p.60

Hag eñ en e raok hep rannañ grik ouzhpenn.

1985
Daveenn : DGBD p88

Neuze en em garjont, hep na vefe bet eskemmet grik etrezo, war-bouez ya pe nann a-wechoù, a vouezh izel evel ma vefer oc'h ober ur jestrig gant an dorn, netra all.

2023
Daveenn : DREAM p. 98

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial