1. (db. an amprevaned)
Amprevan lammer eus an urzhad Orthoptera, kerentiad Gryllidae, a glever ar par o kanañ dre rimiañ e eskell an eil ouzh eben.
Ar grilhed o krikal en o zoulloù.
2. Dre heveleb, dre verr. (db. ar c'hresteneged)
Grilh-mor.
Mard a war vihanaat niver ar grilhed war hon aodoù, n'eus ken abeg nemet ma tistrujer ar mammoù greunek. Lakaat kevell evit tapout grilhed.
3. Grilh-saoz : kresteneg mor e anv spesad Scyllarus arctus.
4. Trl. skeud.
Ur grilh zo ganti en he faner : dougerez eo.
&
Mont grilh : dont da vezañ kromm e gein gant an oad.