I.
Ag.
1. A daol kalz gwrez, zo kalz gwrez ennañ.
Un tan grizias, un derzhienn c'hrizias. Bannoù grizias an heol. Kevrenn c'hrizias ar bed : tost d'ar c'heheder.
HS. berv, gor.
2. A ra evel pa vefed losket gantañ.
Linad-grizias. Ur meuz grizias : ennañ temzoù kreñv.
3. A ra kalz poan gorf pe spered.
Ur gouli grizias. Grizias eo e c'hlac'har. Ur c'hleñved grizias : gouest da lakaat ar vuhez en arvar.
4. Grevus.
Ur pec'hed, ur gwall grizias eo.
5. Dre ast. (db. an dud)
Gredus, tan ennañ.
Unan eus izili griziasañ ar strollad-se eo.
II.
Adv. pouez.
Tomm-grizias : tomm-kenañ.
Daveenn :
GON.II
pg grisiaz ou grisiez (ardent. brûlant. fervent. de plus, grave, important, énorme, excessif, atroce, violent, véhément).
Un derzhienn c'hrizias en deus bet.
Eunn dersien c'hrisiaz en deûz bét.
1850
Daveenn :
GON.II
pg grisiaz, grisiez (il a eu une fièvre ardente, brûlante).
Ur gwall grizies eo.
Eur gwall grisiez eo.
1850
Daveenn :
GON.II
pg grisiaz, grisiez (C'est une faute énorme).
grizias
griziaz
1850
Daveenn :
GON.II
pg griziaz (Voyez "grisiaz").
grian [sic]
1850
Daveenn :
GON.II.HV
pg grouéz, groéz
linadenn-c'hrizias
linaden-c'hrisiaz
1850
Daveenn :
GON.II
pg linaden (-c'hrisiaz)
linad-grizias
linad-grisiaz
1850
Daveenn :
GON.II
pg linaden (-c'hrisiaz)
grizias
1931
Daveenn :
VALL
pg ardent, atroce
grizies
1931
Daveenn :
VALL
pg ardent
Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus. Galloupat [sic, galoupat] a ra a-dreuz e izili ur gridienn c'hrizias, leun a zudi.
1949
Daveenn :
SIZH
p.52
Allas ! ar fallañ lomm c'hwerv / Am bo, pizh-razh, da skarzhañ c'hoazh / ' Vo ken grizias ha dour berv / Hag a lesko ma gouli noazh.
Allas ! ar falla lomm c'houero / Am bo, piz-rac'h, da skarza c'hoaz / ' Vo ken grizias ha dour bero / Hag a lesko ma gouli noaz.
1960
Daveenn :
PETO
p42
E-keit ha ma vi bev, Evel ar Boudedeo, Dindan heol grizias pe erc'h tev, Dibaouez ' kerzhi en hent hir.
E-keit ha ma vi beo, Evel ar Boudedeo, Dindan heol grizias pe erc'h teo, Dibaouez ' kerz en hent hir.