Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
4
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. A. 1. Dastum. Gronnañ an ed, ar foenn. 2. Dre ast. Berniañ, rastellat. Gronnañ arc'hant. Gronnañ madoù. B. 1. Pakañ ub., udb., kloz, gant lien, gant ur golo. Gronnañ ur bugel gant lienoù, e zivhar gant pilhoù. Gronnañ ur pakad dilhad gant kroc'hen. & Gronnañ e dreid : o gwiskañ tomm. 2. Mont tro-dro d'ub., d'udb., kelc'hiañ ub., udb. Ar soudarded a c'hronnas an ti. Ar strollad a voe gronnet gant enebourien niverus. & Ent strizh Lakaat seziz war ur gêr. Kaset e voe ar soudarded da c'hronnañ Sant-Maloù. II. V. em. EN EM C'HRONNAÑ : pakañ kloz e gorf gant dilhad, lien. Yen eo, en em c'hronnit mat !

Skouerioù istorel : 
25
Kuzhat roll ar skouerioù

gronnañ

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gronna

gronnañ foenn

1659
Daveenn : LDJM.1 pg amasser du foin

gronnat foenn pe plouz

1732
Daveenn : GReg pg amasser

gronniñ

1732
Daveenn : GReg pg amasser, empaqueter (enveloper)

gronnet

1732
Daveenn : GReg pg amasser

gronnañ

1732
Daveenn : GReg pg enveloper (couvrir d'une envelope)

gronnat

1732
Daveenn : GReg pg empaqueter (enveloper)

gronnañ foenn pe kolo

1732
Daveenn : GReg pg amasser

gronnañ a reas an noblañs

1850
Daveenn : GON.II.HV pg noblañs

gronnañ

1850
Daveenn : GON.II pg disronnein, gronna, gronnein, grounna, strôba, strolla

gronnañ

1850
Daveenn : GON.II pg gronna

gronniñ

1850
Daveenn : GON.II pg gronnein

gronnet

1850
Daveenn : GON.II pg grounna

ha gronnet eo an ed ganeoc'h ?

1850
Daveenn : GON.II pg grounna

gronnit an neud war ho kwerzhid

1850
Daveenn : GON.II pg grounna

gronnet eo kêr ganto

1850
Daveenn : GON.II pg grounn

gronnañ

1909
Daveenn : BROU pg 246 (amonceler)

gronnañ a ra ar c'hroc'hen war e zorn

1909
Daveenn : BROU pg 246 (amonceler; en général ce mot implique une idée de poussée, comme celle du goémon sous l'action de la marée, celle du blé sous l'impulsion du rateau)

War lein un dervenn vras e kludas ha setu, raktal, holl vrini ar vro o tiredek a-denn-askell da c’hronnañ war he zro, evel evit he saludiñ hag ober lorc’h dezhi.

1923
Daveenn : SKET p.131

E gerent hag e vignoned en em c’hronne war e dro da reiñ dezhañ gourc’hemennoù : « Digor da ene d’al levenez holl-zistrafuilh, emezo ; rak setu emaout digouezhet e lec’h ar Peur-ehan, ma vez kaset da vat pep taol ennañ aes ha diboan, ma teu pep tra digoust-kaer, ma na sav harz ebet ouzh kammedoù ha mennad mab-den. »

1923
Daveenn : SKET p.75

gronnañ

1931
Daveenn : VALL pg agglomérer (grouper), amonceler, assembler, assiéger, (s')attrouper, bloquer (une ville)

en em c'hronnañ

1931
Daveenn : VALL pg (s')attrouper

Frañsez Vallée, goustad ha sioul, didrouz hag amzerier, a gendalc’he e Sant-Brieg gant e labour sovetaat ar brezhoneg en argoll, dre : […] 2. gronnañ peadra da sevel ur Geriadur Bras a vije ar gwellañ beñveg d’ar skrivagnerien, hag ur C’hramadeg war skouer hini Bro-Gembre.

1944
Daveenn : EURW.1 p.105

Ur miz a-raok, pa oamp tremenet dirak ar porzh-se, hor boa gwelet ur bern bagoù o tont da c'hronnañ hol lestr.

1985
Daveenn : DGBD p43

Kasit ur c'harr-polis ha gronnit al lec'h. Emaon o tont raktal.

2015
Daveenn : EHPEA p114

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial