V.k.e.
1. En em reiñ e kred a-benn gwareziñ ub. diouzh udb., a-benn ma vo doujet da wirioù ub. bet disklêriet, divizet, h.a.
Gwarantiñ surentez ub. Gwarantiñ gwirioù ub. Gwarantiñ udb. dre gevrat.
2. Gwareziñ ub. diouzh ub. all, diouzh udb., gwareziñ udb. diouzh udb. all.
Gwarantiñ ub. diouzh ar marv. Doue a warant ar bloaziad. N'eo ket tev a-walc'h da roched evit da warantiñ diouzh ar yenijenn. Ar bezhin a warante mat ar beterabez.
3. (impl. dirak un islav. degaset gant ar rn. v. "e", "ne")
Gwarantiñ dezho holl n'o dilezfe biken. Ur vaouez kozh a warantas e oa bet badezet.
Daveenn :
GReg
pg assurer (un vaisseau, & ses marchandises sur mer), autoriser (donner puissance de faire quelque chose), garantir (être garant), garantir (Garantir, exempter, défendre de quelque mal.)
gwarantiñ
gwaranti
1931
Daveenn :
VALL
pg affirmer, assurer, autoriser
— « Me a warant deoc'h e vo kavet [tud], aotrou rener. »
— « Me a warant d'eoc'h e vo kavet, Aotrou Rener. »
1944
Daveenn :
EURW.1
p58
Kement-mañ a zo a-walc'h en ur mod evit gwarantiñ na vefe ket stourmet evit interestoù prevez nemetken, evel ma c'hallfe bezañ graet evit ur felladenn bennak.