gwarizi
Hounnezh, m’hen tou, a oa un amzer venniget dreist an holl amzerioù, pa n’oa e-touez mibien ha merc’hed Manos na gwarizi, na rendael, na gevierezh, na touellerezh, na dizeeunder, na gourvenn, na buanegezh, na kasoni ; ma rene kenetrezo an unvaniezh, ar geneilded hag ar gengarantez a oa bet etre Atir ha Matir.
Gwarizi a vagen ivez outo o vezañ ma 'z aent bemdeiz da di ar skolaer ha dreist-holl abalamour m'o deveze aotre da vale diarc'hen ha dre se, lañs da batouilhat er fank hep aon rak ar c'hailhar ; alies zoken, daoust ha ma veze kalz frankoc'h an traoù gant o c'herent eget gant Biz Kamm hag E-Mari Dremel, ur pennad lostenn vrizh a weled o tifloupañ diouzh ur rog bennak e foñs o bragoù, ha pa vije bragoù mab an Aotrou Maer.
Aesoc'h e voe zoken an dra da zizoleiñ eget na soñje din da gentañ, kement-se dre ma vez atav un tamm gwarizi etre ar boy hag ar c'heginer, dreist-holl evel amañ pa ne vezont ket eus ar memes gouenn.
Ur gwaz a-zoare ac'h eus, graet ec'h eus studioù hag a lakafe meur a hini da gemer gwarizi.
Skeiñ a ra war al liorzh a-dreñv ha war ur poull-neuial a lakaje al letioù pemp steredenn da gemer gwarizi.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwarizius