I. (dirak un ak. pe ur rag.)
GWASHAT (A).
1. Termen a dalvez da estlammiñ dirak perzh fall pe rust an dra-mañ-tra, en den-mañ-den.
Gwashat penn-skañv zo ac'hanon ! Gwashat amzer ! Sell gwashat mor zo aze !
2. Dre ast.
Pebezh.
Gwashat roustad en dije bet diganin ! O ! gwashat hini am eus tapet. Gwashat stlabez zo e-barzh an ti-mañ ! Gwashat ki ! gwashat a gi ! : nag ur pezh ki !
&
Gwashat bern siminalioù a vez aze o tivogediñ ! : na niverus eo ar siminalioù a vez aze o tivogediñ.
II.
(dirak ur v.)
GWASHAT (MA) : termen a dalvez da c'heriañ en deus tizhet an ober-mañ-ober, ar stad-mañ-stad un derez uhel-kenañ.
Gwashat eo tomm. Gwashat m'hon eus kavet hir an devezh ! Gwashat ma 'z eo sot gant an arc'hant ! Gwashat ma kan brav!
&
(impl. e-unan da estl.)
Gwashat ! : pegen fall !
Gwashat taol-dismegañs ouzh izili ar Rummad peurbad en em ziskouez dezho gant dilhad intret pe roget, ivinoù lous ha krennet-fall, penn ha korf n’eus bet berad-dour war o zro, treid flaerius, blev hep bezañ gwalc’het, kribet, barrskubet kempenn (2).
Gwasat taol-dismegans ouz izili ar Rummad peur-bad en em ziskouez d’ezo gant dilhad intret pe roget, ivinou lous ha krennet-fall, penn ha korf n’eus bet berad-dour war o zro, treid flaerius, bleo heb beza gwalc’het, kribet, barrskubet kempenn (2).