Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
17
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

[1499] Meuz pastezerezh, dous prl., graet gant bleud, amanenn ha vioù alies, poazhet er forn. Lakait amanenn da virout na stagfe ar wastell. Debriñ un tamm gwastell. Ober, fardañ gwestell. Ur wastell deiz-ha-bloaz. HS. katevenn, kouign.

Skouerioù istorel : 
30
Kuzhat roll ar skouerioù

gwastell

1499
Daveenn : LVBCA p89 (gastel, pain delie)

gwastell

1659
Daveenn : LDJM.1 pg gateau

gwastell

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Van.)

gwastell

1732
Daveenn : GReg pg gâteau

gwestell

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (p.)

gwastelloù

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Van., p.)

gwestelloù

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Van., p.)

gwastell ar rouanez

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Le gâteau des Rois.)

terriñ ur wastell asambles

1732
Daveenn : GReg pg gâteeau (Rompre un gâteau.)

torret ur wastell asambles

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Rompre un gâteau, pp.)

kenderriñ ur wastell

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Rompre un gâteau.)

kendorret ur wastell

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Rompre un gâteau, pp.)

gwastell oaled

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Gâteau cuit sous la cendre.)

gwestell oaled

1732
Daveenn : GReg pg gâteau (Gâteau cuit sous la cendre, p.)

houarn gwastelloù plat

1732
Daveenn : GReg pg gauffrier (fer pour faire des gauffres)

gwastell kras

1732
Daveenn : GReg pg craquelin (patisserie seche)

gwestell kras

1732
Daveenn : GReg pg craquelin (patisserie seche)

gwastell feilhetez

1732
Daveenn : GReg pg feuilletage (pâte, feüilletée, sorte de gâteau)

gwestell

1850
Daveenn : GON.II pg gwastel (Gâteau, espèce de pâtisserie. Tourte. Pâté. Pl.)

gwastelloù

1850
Daveenn : GON.II pg gwastel (Gâteau, espèce de pâtisserie. Tourte. Pâté. Pl.)

Roit ar wastell-se d'ar bugel.

1850
Daveenn : GON.II pg gwastel (Donnez ce gâteau à l'enfant).

gwastell kras

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwastel-krâz (Craquelin, espèce de gâteau qui craque sous les dents).

gwestell kras

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwastel-krâz (Craquelin, espèce de gâteau qui craque sous les dents. Pl.)

gwastell

1850
Daveenn : GON.II pg gwastel (Gâteau, espèce de pâtisserie. Tourte. Pâté), pastez, tartez

Stouiñ e benn a ra-eñ, hag, o rannañ gerioù a-du, e kinnig dezho ur wastell-vel ha bleunioù-roz.

1923
Daveenn : SKET p.48

Ul lein vat en devoa debret : istr, un alumenn-vioù, ur pesk (un doulboudenn), un tamm kig-leue poazhet en amann, hag, evit an diwez, un tamm gwastell ar Rouanez, jistr mat ha gwin Bourdel da evañ, ha kafe goude lein… N' oa ket figus an aotrou person !

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 39, p.867 (Miz Meurzh 1924)

Gant koavon, bleud gwinizh, vioù gwazi hag amann, ec’h aoze dezhañ gwestell.

1924
Daveenn : SKET.II p.16

[G]oude 'oa kouignoù, gwestell, farz vioù, frouezh[.]

1944
Daveenn : EURW.1 p26

[…] Radiguet o paeañ din bep seurt evajoù koustus, gant kouignoù, gwestell ha madigoù a bep seurt.

1944
Daveenn : EURW.1 p.109

Gant kraonenn ar frouezh (iba) e ra tud ar vro un doare gwastell a vez anvet "chokola" ganto.

1985
Daveenn : DGBD p127

Notennoù studi

Roet eo "Gwastel-krâz" evel ur ger gourel e GON.II abalamour ma ne vez ket blotaet pennlizherenn "krâz" moarvat.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial