Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. Endalc'had ur gwele. Ur gwelead bugale. Tri e oant en ur gwelead : en hevelep gwele. II. 1. Gwiskad. Ur gwelead brankoù. Ur gwelead mein, ur gwelead traezh. Ur gwelead bezhin zo war an tevenn. 2. Ent strizh; Douarour. Tolzenn vras eus un danvez meinel bnk., tevoc'h eget ledanoc'h, a vez meur a hini anezho, gwisk-war-wisk e toleadoù zo eus pluskenn an Douar. Ur gwelead maen-greun. Ur gwelead kailh, gouelezennoù. 3. Gorread douar gounezet, hiroc'h eget ledanoc'h. Tri gwelead ognon am eus hadet. Ur gwelead kaol. Ur gwelead bokedoù. HS. pengenn.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

gwelead

1659
Daveenn : LDJM.1 pg airette de jardin

gwelead bleuzñv

1732
Daveenn : GReg pg aire (airette de jardin, planche, couche pour mettre des fleurs ou des légumes)

gweleadoù

1732
Daveenn : GReg pg aire (airette de jardin, planche, couche pour mettre des fleurs ou des légumes)

gwelead louzoù

1732
Daveenn : GReg pg aire (airette de jardin, planche, couche pour mettre des fleurs ou des légumes)

gwelead teil

1732
Daveenn : GReg pg couche (de jardin)

gweleadoù teil

1732
Daveenn : GReg pg couche (de jardin)

gwelead bokedoù

1732
Daveenn : GReg pg aire (airette de jardin, planche, couche pour mettre des fleurs ou des légumes)

Tri e oant en ur gwelead.

1850
Daveenn : GON.II pg gwéléad (Ils étaient trois dans un même lit). ).

gwelead

1850
Daveenn : GON.II pg gwéléad (Le contenu d'un lit. en Tréguier, signifie encore "airette", "planche" ou "couche de jardin").

gweleadoù

1850
Daveenn : GON.II pg gwéléad (Le contenu d'un lit. en Tréguier, signifie encore "airette", "planche" ou "couche de jardin". Pl.)

Ur gwelead bleuñv a vezo amañ.

1850
Daveenn : GON.II pg gwéléad (Il y aura ici une planche de fleurs).

gwelead

1850
Daveenn : GON.II pg gwélédi

Nemet buan ez eas da hesk pinvidigezh ar gweleadoù metalus, anezho mein distag a-skign war c'horre an douar.

1923
Daveenn : SKET p.19

"gwelead metalus" g.

1923
Daveenn : SKET p.179, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Gisement métallique en couches" ("gwaz[h]ennad" "filon").

gwelead

1931
Daveenn : VALL pg assise

Evel ma oa ar vein a weleadoù e veze aes, gant ar c'hompas, gwelout war be du e oa troet ar gwelead e-keñver an norzh magnetek, peogwir e talvez linenn blaen an dour da verkañ an tu-se, ha diouzh un tu all e oa aes ivez muzuliñ pouez diskenn pep gwelead, pa veze hemañ bet kempennet mat.

1985
Daveenn : DGBD p72

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial