Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Pezh arrebeuri e prenn, houarn, h.a., a gousker warnañ. Penn, krec'h ar gwele : lec'h ar penn. Lost, traoñ ar gwele : lec'h an treid. Ur gwele unan, ur gwele daou : ledan a-walc'h evit un den, evit daou zen. 2. Hollad ar pezh arrebeuri-se gant ar vatarasenn, an treuzplueg, ar goubennerioù hag an dilhad-gwele rekis da gousket ennañ. Ur gwele blot, bouk. Aozañ, fichañ e wele : e gempenn. Dispenn e wele : e zizober evit e freskaat, evit cheñch al liñselioù. Mont d'e wele : mont da gousket. Rollañ* e wele. Sevel eus e wele. Ur gwele dispennet. Bezañ war e wele, chom war e wele : hep gallout sevel diwarnañ, en abeg d'ur c'hleñved, h.a. & Dilhad* gwele. & Trl. skeud. Aet eo an heol d'e wele : aet eo da guzh. & Ober e wele da ub. : lavaret da dud all ar pezh a ouzer diwar e benn e-sell da noazout dezhañ. & Bezañ war e wele diwezhañ : bezañ e par ar marv. 3. Gwechall OBER GWELE GWENN : lakaat pell kerc'h fresk e-barzh ar golc'hedoù, bep bloaz war-lerc'h an eost. & Dre skeud. Troienn a dalveze da aroueziñ pep bloavezh tremenet gant ur merour en un ti-feurm, pep gouel-Mikael paeet gantañ. Pet gwech en deus graet gwele gwenn abaoe m'emañ o chom er gêr-se ? 4. Seurtoù gweleoù. Gwele-kostez : gwele a vez lakaet ouzh ur voger, ouzh ur speurenn. & Gwele pluñv : gwele gant ur vatarasennad pluñv. & Gwele pell : gwele gant ur vatarasennad pell. & Gwele orjal : gwele zo savet e framm gant metal. Ur gwele orjal hep tamm plouz ebet. II. 1. Dre heveleb. Goudor ar c'had. Tapout ar c'had war he gwele. HS. ched. 2. (db. parezed bronneged zo) Plakenta. Roet, taolet he deus ar vuoc'h he gwele. Gwele al leue. 3. (dre ast. ouzh (II 2)) Gwele-raned : bloc'had vioù ar raned en dour. 4. Gwiskad traoù damheñvel ouzh kaot a grou war-benn ar gwinegr, ar sistr, ar gwin pa vez an alkool o treiñ da winegr. 5. Gwele-kevnid : gwiad-kevnid. III. Naoz. Gwele ar froud. Deuet eo ar stêr er-maez eus he gwele.

Skouerioù istorel : 
123
Kuzhat roll ar skouerioù

gwele

1499
Daveenn : LVBCA p89 (lit)

gwele an dud klañv

1499
Daveenn : LVBCA p23, 89, 115, 200 (le lit a gesir malades)

gwele ar bugel e kof e vamm

1499
Daveenn : LVBCA pp21, 44, 67, 70, 90, 117, 138 ('délivre de l'enfant dans le ventre de sa mère')

Orezon d'an ael mat pan saver a'r gwele ha pan eer ennañ.

1622
Daveenn : Do. p57

M. Petra a dle ur gwir gristen da ober bemdez pan sav [ag] e wele ? D. 1. Dleout a ra [en] em lakaat d'an daoulin devotamant, ouzh harz e wele, hag eno rentañ grasoù da Zoue eus a gement mad en deves resevet digantañ.

1622
Daveenn : Do. p50

golo ar gwele

1659
Daveenn : LDJM.1 pg couuerture (de lict)

gweleoù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lict

gwele

1659
Daveenn : LDJM.1 pg lict

koad gwele

1659
Daveenn : LDJM.1 pg charlit

Petra a rit-hu diouzh an noz pa'z it en ho kwele ?

1677
Daveenn : Do. p53

[M.] Petra a dle ur gwir gristen da ober diouzh ar mintin pa sav ? D. Dleout a ra en em lakaat d'an daoulin devotamant e-kichen e wele dirak un imaj bennak, hag eno da gentañ rentañ grasoù da Zoue eus a gement tra en deus resevet digantañ.

1677
Daveenn : Do. p51

gweleoù kanol

1732
Daveenn : GReg pg affust

e-pad tri miz ez eo bet en e wele gant ar gouli-hont

1732
Daveenn : GReg pg aliter

e-pad tri miz ez eo bet war ar gwele gant ar gouli-hont

1732
Daveenn : GReg pg aliter

ar gouli-hont en deus e zalc'het er gwele a-hed tri miz

1732
Daveenn : GReg pg aliter

chom en e wele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

chom er gwele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

chom war ar gwele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

derc'hel en e wele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

derc'hel er gwele

1732
Daveenn : GReg pg aliter

gwele ar c'hrouadur e kof e vamm

1732
Daveenn : GReg pg arriere(-faix)

gwele kanol

1732
Daveenn : GReg pg affust

gweleoù alkof

1732
Daveenn : GReg pg alcove

ur gwele alkof

1732
Daveenn : GReg pg alcove

tommañ ar gwele

1732
Daveenn : GReg pg bassiner (échauffer un lit)

pillig goloet evit tommañ ur gwele

1732
Daveenn : GReg pg bassinoire (instrument pour bassiner un lit)

basin wele

1732
Daveenn : GReg pg bassinoire (instrument pour bassiner un lit)

koad gwele

1732
Daveenn : GReg pg bois (de lit, chalit)

stel ar gwele

1732
Daveenn : GReg pg ciel (du lit)

steloù-gwele

1732
Daveenn : GReg pg ciel (du lit)

seloù gwele

1732
Daveenn : GReg pg ciel (du lit)

gwele

1732
Daveenn : GReg pg couche (le lit entier)

gweleoù

1732
Daveenn : GReg pg couche (le lit entier)

lakaat ur re en e wele

1732
Daveenn : GReg pg coucher (quelqu'un, le mettre au lit)

monet d'e wele

1732
Daveenn : GReg pg (aller se) coucher

kousket war ar c'haled, pe en ur gwele gwak

1732
Daveenn : GReg pg coucher (sur la dure, ou dans un lit mollet)

bezañ en e wele

1732
Daveenn : GReg pg (être) couché (être au lit)

gwele bihan

1732
Daveenn : GReg pg couchette (petit lit sans ciel, sans rideaux, ni hauts piliers)

gweleoù bihan

1732
Daveenn : GReg pg couchette (petit lit sans ciel, sans rideaux, ni hauts piliers)

gourvez war ar c'haled, pe en ur gwele bouk

1732
Daveenn : GReg pg coucher (sur la dure, ou dans un lit mollet)

kemeret gwele un all

1732
Daveenn : GReg pg decoucher (quelqu'un, prendre son lit)

ober da ur re cheñch gwele

1732
Daveenn : GReg pg decoucher (quelqu'un, prendre son lit)

ober da ur re kuitaat e wele

1732
Daveenn : GReg pg decoucher (quelqu'un, prendre son lit)

kuitaat e wele ordinal

1732
Daveenn : GReg pg découcher (coucher hors de la maison, ou de son lit ordinaire)

gwele al leue

1732
Daveenn : GReg pg delivre (l'arriere-faix de la vache)

gwele al loue

1732
Daveenn : GReg pg delivre (l'arriere-faix de la vache)

gwele al le

1732
Daveenn : GReg pg delivre (l'arriere-faix de la vache)

penn ar gwele

1732
Daveenn : GReg pg dossier (de lit)

aozañ ur gwele, aozañ ur gambr

1732
Daveenn : GReg pg dresser (un lit, une chambre)

kempenn ur gwele, kempenn ur gambr

1732
Daveenn : GReg pg dresser (un lit, une chambre)

stel ar gwele

1732
Daveenn : GReg pg fond (Le fond d'un lit.)

lein ar gwele

1732
Daveenn : GReg pg fond (Le fond d'un lit.)

gwele fuzuilh &c

1732
Daveenn : GReg pg fût (le bois du canon d'un fusil &c)

gweleoù fuzuilh &c

1732
Daveenn : GReg pg fût (le bois du canon d'un fusil &c, p.)

bezañ dalc'het war ar gwele

1732
Daveenn : GReg pg garder (Garder le lit.)

gwarnitur gwele

1732
Daveenn : GReg pg garniture (Garniture de lit.)

klañv en e wele

1732
Daveenn : GReg pg gisant (detenuë malade au lit)

klañv en he gwele

1732
Daveenn : GReg pg gisant-e (detenuë malade au lit, fem.)

gweleoù

1850
Daveenn : GON.II pg gwélé (Lit, meuble dont on se sert pour y coucher, pour y reposer. [...] affût, machine de bois servant à soutenir le canon et à le faire rouler. Pl.) + p.15, livre premier, "des lits".

da wele

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "ton lit".

gwele

1850
Daveenn : GON.II pg gulé, gwélé (Lit, meuble dont on se sert pour y coucher, pour y reposer. [...] affût, machine de bois servant à soutenir le canon et à le faire rouler), gwilé + p.15, livre premier, "lit"

e wele

1850
Daveenn : GON.II p.9, introduction, "son lit" (en parlant d'un homme).

gweleoù-kañv

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwélé-kañv (Catafalque, décoration funèbre. Pl.)

Ho kwele ne vezo ket kloz evel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg klôz (Votre lit ne sera pas clos, bien fermé ainsi).

digasit kolo segal din, da lakaat em gwele

1850
Daveenn : GON.II pg kôlô

va digousket en deus evit lakaat e vreur em gwele

1850
Daveenn : GON.II pg digouska

likit-hi er gwele-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg er

ur gwele

1850
Daveenn : GON.II pg eur

gwele

1850
Daveenn : GON.II pg gulé, gwélé (En Vannes, "gulé" ou "gwilé").

daou wele

1850
Daveenn : GON.II p.11, introduction, "deux lits".

pemp kwele

1850
Daveenn : GON.II p.12, introduction, "cinq lits".

Hon wele a zo re vihan evit daou.

1850
Daveenn : GON.II p.68

Diskouezit gweleoù all din, ar re-mañ a zo kalet.

1850
Daveenn : GON.II p.70

gwele-kañv

1850
Daveenn : GON.II.HV pg gwélé-kañv (Catafalque, décoration funèbre).

gwele

1850
Daveenn : GON.II pg gwélé (En Vannes, "gulé" ou "gwilé"), gwilé

D'he gwele eo aet.

1850
Daveenn : GON.II pg gwélé (Elle est allée au lit).

d'e wele eo aet

1850
Daveenn : GON.II pg gwélé

E wele a zo astuzet dre e leziregezh.

1850
Daveenn : GON.II pg astuzi (Son lit est rempli de vermine par sa négligence).

Prennit ar morailh a-barzh mont d'ho kwele.

1850
Daveenn : GON.II pg môral (Fermez le verrou avant d'aller vous coucher).

Beskellek eo ho kwele.

1850
Daveenn : GON.II pg beskellek (Votre lit est de biais).

« Ar bleuñv zo e liv da askell / A vezo da wele, da neizh. »

1867
Daveenn : MGK p109

« Betek-henn, emezi, hep kaout den em gwele / Em beus kousket dinec'h, a-drugarez Doue ! »

1867
Daveenn : MGK p56

Labourat zo pediñ Skuizh goude ho tervezh, goude palat, mediñ; Goude c'hweziñ, kaout riv evit gounit bara D'ho tad, d'ho mamm, d'ho kwreg, d'ar re all ne reont tra, A-raok mont da gousket, o vont en ho kwele, Da Zoue lavarit, tieg, eus a-greiz hoc'h ene : -Ma'm beus pec'het, Aotrou, war an douar digoret Diouzh va zal, e-doug an deiz, dour-c'hwez zo diveret. Evit va holl fazioù, kemerit va c'hwezenn.

1867
Daveenn : MGK p31

Kerkent e voe klevet stalaf ar gwele o tigeriñ en ur strakal hag ar sakrist oc’h ober ul lamm plom war ar bank.

1877
Daveenn : EKG.I. p.111

Ar sakrist a chome evel sonnet ; e vugale, dre gwerzhidi dor o gweleoù, a selle gant spont ouc’h ar chouanted a lugerne o armoù gant an tamm sklerijenn a deue dre ar prenestr.

1877
Daveenn : EKG.I. p.112

N’on ket evit reiñ gweleoù deoc’h rak karget int holl ganeomp hon-unan.

1877
Daveenn : EKG.I. p.72

Bremañ e kavont gwell selaou kuzulioù fall ul lastez aotrou, deuet eus n’ouzon dare a belec’h, n'eo mat da netra en e vro, hag a ya dembrest kuit diouto, goude bezañ graet goap anezho, eget o beleien a chom atav ganto, a gemer perzh en o foanioù, a chom da bediñ Doue e-harz treid o gwele ken n’o devezo tennet o huanad diwezhañ, goude bezañ roet dezho ar pardon eus o fec’hedoù ha digoret dezho Baradoz an Aotrou Doue.

1877
Daveenn : EKG.I. p.97

— A ! n’eus liñser ebet en hor gwele ! Ar re-mañ a zo gweleoù e giz Treger neuze ’ta, Yann ? — Ehan da farsal, Per, ha kaozeomp da vat. Petra 'soñjez eus a Jañ-Mari, an ozhac’h, hag eus e vugale ?

1877
Daveenn : EKG.I. p.74

Ar re all hag o c’habiten a yeas da furchañ kement a yoa en ti, adalek an traoñ betek ar c’halatrez : ar gweleoù a voe freuzet, an arbelioù a voe divarc’het... ; betek e toull ar geuneudeg e oant bet o klask, ha netra n’o doa kavet.

1878
Daveenn : EKG.II p.69

gwele

1909
Daveenn : BROU p. 248 (lit, se dit aussi du délivre des femelles qui ont accouché)

[mont] da gaout e wele

1909
Daveenn : BROU pg. a2 (fam.; aller pour trouver...)

(1) Keñveriañ d’ar vag-se ar "roth-ramhach" « rod roeñvek, » e skridoù iwerzhonek ar Grennamzer, a zo anezhi ul lestr ennañ dek-kant a weleoù, dek kant den e pep hini anezho (Gaidoz, Dieu gaulois du soleil, p. 99-100).

1923
Daveenn : SKET p.80-81

E-barzh ar gwele-mañ e c’hanas, war an oaled-mañ un amiegez hen mailhuras, hag un amezegez a roas dezhañ da zenañ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niverenn 37, p.808 (Miz Genver 1924) ("an amiegez" reizhet e Niv. 38, "ERRATA" p.846).

Hag, e-pad ma oc’h en ho kwele, tomm deoc’h, kousket mat, e riskl e vuhez Bilzig, ar paotrig a drizek vloaz, a zo dindan ar glav pe ar gwallamzer o pesketa evidoc’h al legestr, ar c’havr-vor a zebrfet warc’hoazh d’ho lein pe d’ho koan.

1925
Daveenn : BILZ2 p.104

Tennet a zo [sic] ur c’holc’hed hag un tapis gloan eus e wele.

1925
Daveenn : BILZ2 p.168

Eno, pep unan ac'hanomp a daolas e samm war ar gwele en doa dilennet.

1929
Daveenn : SVBV p12

Sevel a ris a-ziwar va gwele hag ez is, a-gevret gant tri Vreizhad [sic] all da ober un droig e kêr : da aveliñ hor penn ha pa vefe ken.

1929
Daveenn : SVBV p.19

War va gwele edon, hogen n'hellis ket distagañ zoken ur pennad kousk, rak war va spered enkrezet e teue, an eil goude egile, hengounioù va zud-kozh, a droen kein dezho, hag eñvoriou va bugaleaj.

1929
Daveenn : SVBV p.15

Debret ar pred, lipet al loaioù, hor bizied hag hor mourennoù, dastumet hor c'hontilli en hor godelloù ha graet bep a reuziad breugeudiñ, m'en em daolas [evit daolis] war va gwele.

1929
Daveenn : SVBV p.13

gweleoù

1931
Daveenn : VALL pg accubitoire

mont d'e wele

1931
Daveenn : VALL pg (s')aliter

gwele maen

1931
Daveenn : VALL pg assise

gwele predañ

1931
Daveenn : VALL pg accubitoire (gand ar Romaned)

gweleoù

1931
Daveenn : VALL pg arrière-faix

klañv d'ar gwele

1931
Daveenn : VALL pg (malade) alité

kuzh ar gwele

1931
Daveenn : VALL pg alcove

gwele kanol

1931
Daveenn : VALL pg affut (de canon)

gwele

1931
Daveenn : VALL pg arrière-faix

speurenn-wele

1931
Daveenn : VALL pg alcove

speuriadur

1931
Daveenn : VALL pg alcove

war e wele

1931
Daveenn : VALL pg alité

dalc'het war e wele

1931
Daveenn : VALL pg (malade) alité

[mont] d'e wele

1931
Daveenn : VALL pg a2 (au lit)

E zaoulagad lemm, e fri kamm, a lakae anezhañ heñvel a-walc'h ouzh ur gaouenn ; gant ur vouezh trenk e lavaras d'am mamm dre belec'h mont d'an dortouer da aozañ ma gwele.

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Hor mammoù hor frealze, mes kaer o doa d'ober [sic, ober], an dour a groge da sevel d'hon daoulagad dija : petra 'vije 'benn emberr, ma zud keizh... pa vije ret dimp kousket an nozvezh kentañ er-maez ar gêr, en ur gwele kalet, e-kichen paotredigoù dizanvez... drouk marteze... ?

1944
Daveenn : EURW.1 p31

Ar re « añsien » a eilgerias Deo gratias hag a lammas e-maez o gwele.

1944
Daveenn : EURW.1 p33

Job a furchas e godell an davañjer en istribilh ouzh tal ar gwele, mes ne gavas alc’houez ebet.

1944
Daveenn : ATST p.33

Kousk-dihun eo ar breur Arturo en e wele strizh, en e logig, ul logell sec’h, fichet unan nemetken eus e speurennoù gwenn-razet gant un daolenn war baper eus ar C’halonoù Sakr.

1949
Daveenn : SIZH p.38

Logod a red er c'hrignol a-us d'ho kwele. Karout a rafec'h bezañ kazh.

1973
Daveenn : HYZH Niv. 88, p. 42, Anjela Duval

Tremen a reomp an noz en ur geriadennig, stignet hor gweleoù dindan "veranda" ul lochenn, kuit da zisplegañ an teltoù.

1985
Daveenn : DGBD p36

ha neuze e tigored dor ar gambr-se, e sached stign ar gwele, e tihuned ar c'housker

2012
Daveenn : DJHMH p23

An div all a zo en o gourvez er gambr e-kichen, war ur gwele daou, paret o sell war an doubl.

2015
Daveenn : EHPEA p11

Ur wech arruet re uhel d'ar boliserien e sav ar stourmer ur weurt gwele a-ispilh gant an daou damm lien [a servij da gordenn], betek gallout mont diwar wel er boupenn ma fell dezhañ, koulz ha bezañ goudoret diouzh ar yenijenn hag ar glav.

2015
Daveenn : DISENT p97

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial