Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. H.g. Eus ar pemp skiant, an hini a ro tu da welet. Deuet eo ar gweled dezhañ en-dro. Nervennoù ar gweled. II. G. 1. Pezh a vez merzet gant an daoulagad. Ur gweled kaer zo dirak e di. 2. Pezh a reer pa weler udb. Laouen eo gant ar gweled en deus graet. & Trl. Ken ar c'hentañ gweled : kenavo ar wech all. 3. Gweladenn (B 1). Deuet omp da ober ur gweled deoc'h. [1925] [...] hag evel amezeg, meur a wech, e teuas d’ar c’hastell da ober ur gweled d’an itron. 4. Doare m'en em ziskouez udb. Ur gweled meurdezus zo d'ar savadur-se. HS. gwel.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

ar guelet

1659
Daveenn : LDJM.1 pg (ar) guelet

gweled

1659
Daveenn : LDJM.1 pg reuëue, veuë

ar gweled

1699
Daveenn : Har. pg gweled (la vüe)

kant kleved ne delont ket ur gweled

1732
Daveenn : GReg pg (oüir) dire (est bien différent de voir)

un dra gaer eo ar gweled

1732
Daveenn : GReg pg (c'est une belle) chose (que de voir)

ur gweled splann, spes, sklaer

1732
Daveenn : GReg pg (une vuë) distincte (qui voit les objets sans confusion)

kenavezo ar c'hentañ gweled

1732
Daveenn : GReg pg adieu

mat, ken na vezo ar c'hentañ gweled

1732
Daveenn : GReg pg (A dieu, à la premiere) entrevûë

ur gweled mistri-micherourien

1732
Daveenn : GReg pg (une descente d') experts

Kollet eo ar gweled gantañ.

1850
Daveenn : GON.II pg gwél ou gwéled (Il a perdu la vue).

d'ar c'hentañ gweled

1850
Daveenn : GON.II.HV pg keñta-gwéled (au revoir).

Kenavezo ar c'hentañ gweled

1850
Daveenn : GON.II pg kénavézô (Au revoir).

kentañ gweled

1850
Daveenn : GON.II.HV pg keñta-gwéled (Revoir, première rencontre).

kant kleved ne delont ket ur gweled

1850
Daveenn : GON.II pg klévet

an distro eus ar yec'hed, eus ar gweled

1850
Daveenn : GON.II.HV pg distrô

gweled

1850
Daveenn : GON.II pg gwél ou gwéled (Vue, la faculté, l'action de voir. L'organe de la vue. Aspect. - Vu, énumération des pièces, titres, raisons qui motivent le dispositif d'un arrêt, d'une sentence).

Er c’huzh-heol, dindan ur bann-maen d’ar vag, e weled un aod izel ha traezhek.

1923
Daveenn : SKET p.110

Amezeg e oa eta deut da Gastell-Brechou ; hag evel amezeg, meur a wech, e teuas d’ar c’hastell da ober ur gweled d’an itron.

1925
Daveenn : BILZ2 p.153

gweled diliv

1931
Daveenn : VALL pg achromatopsie

gweled

1931
Daveenn : VALL pg aspect

diabell gweled

1931
Daveenn : VALL pg arrière-plan

ouzh e weloud

1931
Daveenn : VALL pg aspect

Ac’halemañ, ar gweled a en em led war seizh lev ‘hed tro-war-dro.

1944
Daveenn : EURW.1 p.211

— « C’hwi a zo diot ivez, Job, o klask un alc’houez en istribilh ouzh ur boentenn plantet war weled. Alc’houezioù an armili a vez kuzhet ouzh daoulagad an dud. »

1944
Daveenn : ATST p.33

Klevit bremañ litanioù an diaoul ! An diaoul kentañ. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. » An eil diaoul. — « Mari Karreg-al-Louarn, deuet omp da rentañ ur gweled deoc’h. »

1944
Daveenn : ATST p.56

Hag an doare saoz war ar savadurezh vreizhat ne oa ket e Kemper ar c'hentañ gweled anezhañ.

2013
Daveenn : LLMM Niv. 399, p. 13

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial