I.
v.k.e.
1. Dispartiañ greun, ed prl., diouzh ar pell, ar plouz hag ar boultrenn dre o zeuler en avel gant ur c'hrouer, pe gant ur wenterez.
Gwechall e veze gwentet an ed gant an avel. Gwentañ gant ur c'hrouer.
HS. nizat.
2. Dre ast.
Strewiñ, teuler udb. en avel.
Ar gwez-pin a wente o frond.
&
Trl. skeud.
Gwentañ komzoù en avel : lezel komzoù da ziflukañ, d'an neb a glevo.
3. Dre skeud.
Ensellet pizh, dispartiañ ar mad diouzh ar fall.
Traoù diaes da wentañ.
[1924] Keit ha ma wente, en e spered a gi, an holl mennozhioù-fur-se [...].
II.
v.g.
Dre skeud.
Mont buan.
Ar vag-se a wente.
— Berrwelet omp war ar skiantoù-se, a lavaras Laou Vihan. — Berrwelet ! a c’hrozmolas Pipi an Traezh. Berrwelet ! berrwelet !… — Traou diaes da wentañ, eme Saig, diaes-ral…
— Berr-welet omp war ar skianchou-ze, a lavaras Laou Vihan. — Berr-welet ! a c’hrozmolas Pipi an Trêz. Berr-welet ! berr-welet !… — Traou diês da wenta, eme Saïg, diês ral…
1925
Daveenn :
BILZ2
p.137
Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rae aketus ar steredenn a zigore, gwechig e veze, he lagad a-zindan ar malkennoù gwentet gant an avel.
Bilzig eta, ar varrenn en e zorn, a levie : heuilh a rê aketus ar steredenn a zigore, gwechik a vije, he lagad a-zindan ar malkennou gwentet gant an avel.
1925
Daveenn :
BILZ2
p.109
Met gwashañ tra ’oa, diskenn a raent a-wechoù betek La Palice da loveal en ul lenn anvet les Trousses, ec’hon[-]tre hag atav gwentet gant ar pevar avel, un toull daonet ma’z eus unan a-wel da aodoù Bro-C’hall.
1954
Daveenn :
VAZA
p.124
Notennoù studi
Lenn a reer e GON.II eo ar ger-mañ eus Bro-Dreger.