Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.g. Pezh a roer, a reer da zic'haouiñ ub. Ne baee ket a zic'haou. 2. G. Pezh a roer, a reer da zic'haouiñ ub. N'eo nemet un dic'haou eus al labourioù o deus graet. Un dic'haou en arc'hant. HS. digoll.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

dic'haou

1732
Daveenn : GReg pg dedommagement

dic'haou

1850
Daveenn : GON.II pg digoll, digoust, dic'haou

an dra-mañ a zo évid hô tic'haou

1850
Daveenn : GON.II pg dic'haou

« Daoust ha te ne vez ket figus ? » / — « Tamm 'bet ! nemet gwechoùigoù, / Da vorlarjez hag en dic'haou. »

1867
Daveenn : MGK p126

Laeret eo bet diganeomp an eil warlerc'h egile hon frankiz a bobl hag hon gwirioù ha frankizioù a rannvro; torret hag adtorret eo bet lizher-feur 1532 a gratae d'hon Bro he librentez hag he frankizioù, gant ul lez-veur diouti hec'h-unan hag ar gwir da gaout war he ardamezioù, pa n'he doa ken eur gurunenn glok, eur boned erminig kelc'hiet a aour. -Un dister a zic'haou evit gwir, e-sell ar pezh hon doa kollet !-

1911
Daveenn : PSEP p III

Gwir en doa ar c’hozhiad a rene warno, pa gave dezhañ e laoskent an disterañ war ar gefridi-se, d’o skeiñ ha zoken, ma adfeilhent en o gwall, d’o lazhañ, hep m’o dije galloud o c’herent da dennañ dic’haou dioutañ.

1923
Daveenn : SKET p.65

dic'haou

1931
Daveenn : VALL pg appointements

reiñ da zic'haou

1931
Daveenn : VALL pg allouer à (à titre d'indemnité)

An dic'haou en deus bet eo bezañ gwelet hiniennoù eus e ziskibien gentañ o terc'hel gant an hent mat hag oc'h ober enor diwezhatoc'h dezhañ ha d'e gelennadurezh.

1944
Daveenn : EURW.1 p59-60

Pep afer merc'hed, avat, a zo da vezañ renket, hag ar gwaz doganet en deus ar gwir da gaout un dic'haou en arc'hant.

1985
Daveenn : DGBD p123

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial