Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

Endalc'had ur werenn da evañ. Ur werennad dour etre ar predoù.

Skouerioù istorel : 
12
Kuzhat roll ar skouerioù

Roit ur werennad win dezhañ.

1850
Daveenn : GON.II pg gwérennad (Donnez-lui un verre de vin).

gwerennadoù

1850
Daveenn : GON.II pg gwérennad (La liqueur que contient ou peut contenir un verre ordinaire. Pl.)

gwerennad

1850
Daveenn : GON.II pg gwérennad (La liqueur que contient ou peut contenir un verre ordinaire).

Hag en hent ar pevar belerin, reut gante o fenn, evel ar wazed p’o deve evet ur werennad [v]at a jigodenn.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 41, p.949 (Mae 1924)

Ar werennad kentañ a domme dezhe o c’halon, a sklaerae mammenn o lagad ; siwazh ! an eilvet a lakae an tan da ruilhañ a-dreuz dre o gwazhied, en o empenn an alter da verviñ.

1924
Daveenn : BILZ1 Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).

N’ankouait ket, mar plij, lenner, penaos e miz Kerdu pe e miz Genver ne vez ket tomm-berv ar mor hag an aer, ha neuze e ouefet [e ouezot] abalamour da betra e veze an dud-se ken trefuet, abalamour da betra e veze digaset dezhe pep a werennad mat a win-ardant.

1925
Daveenn : BILZ2 p.122

gwerennad

1927
Daveenn : GERI.Ern pg -ad.1 (verre plein, contenu d'un verre)

Job ha Lom a lonke o gwerennad rom.

1944
Daveenn : ATST p.23

Bagadoù klañvourien binvidik a oa e Cauterets ; poan a-walc'h hor boa bet o tostaat ouzh ar feunteun da dañva pep a werennad.

1944
Daveenn : EURW.1 p77

Ar paourkaezh komis bihan, Jozeb a oa e anv-badeziant, dre forzh servijañ gwerennadoù "pernod" ha "picon" d'ar c'helc'hidi, a hardizhas ur wech bennak da dañva, dre guzh, ul lipadenn, div lipadenn, teir lipadenn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.163-164

souezhet e voe avat o verzhout ar frealz bras a baras war zremm ar pennwaz, ha ken souezhet all o stadañ n'en doa ket evet un dakenn eus ar werennad win, a lezas en ur vont kuit.

2012
Daveenn : DJHMH p.61

Ar goubrenerezh a zo evel ar pilulennoù, brasoc'h ar sammad, brasoc'h ar werennad, aesoc'h e tremen.

2015
Daveenn : EHPEA p88

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial