Evidomp-ni a ya da azezañ ouc’h an daol, hag, evit ma vezo aesoc’h da bep hini ac’hanomp kemeret ar pezh a blijo dezhañ, ha kemeret kement ha ma karo, me a ya da lakaat war an daol div bodez. En unan e vezo gwin, hag en eben gwin-ardant. Pep hini a yelo gant e werenn d’ar bodez a garo hag a evo hervez e faltazi.
gwerenn
[H]ag an hini kreñv er c'hafe, hini kreñv adarre, « da riñsañ ar werenn », ha goude holl, pa oa 'n em dennet ar merc'hed da bourmen d'al liorzh, pe aet d'ar gousperoù, boutailhadoù sistr stouvet war an daol, ur jeu c'hartoù pe zaou, ha lonkañ betek koan, hep sevel nemet evit mont da adreiñ d'an douar ar pezh a vad a oa bet digantañ.
'Dalveze ket mui ar boan distouvañ ar voutailhad gwin eus an Nahe am boa degaset da vintin eus ar c'hav : pec'hed e vez kargañ ur werenn gant liv ametist ruz ar Wallhaüser Backöschen pa ne vezer ket e stad a c'hras, distrob ar spered diouzh pep trubuilh evit bezañ gouest da dañva ervat blaz frouezh ar menezioù ha frond ar vuhez atav yaouank.
Dre goude, e c'houlennas, un tamm mat asuroc'h e vouezh endeo : "Hag ur werenn dereziet hoc'h eus ?"
War an dar marmor emañ ar voutailhad vodka hanter c'houllo hag en armel-voger a-us dezhi ez eus pevar asied, peder gwerenn, daou das hag al loaioù.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwerenn