Betek neuze ne oan bet gwech ebet pelloc'h eget an Naoned war an tu-se; setu ma welis en tu-hont d'ar gêr-se, ar vro o kemer un neuz estren evidon gant he gwiniegoù ha dreist-holl gant he zoennoù plat teol ruz, arvestoù ha ne oa ket gwall voas va daoulagad outo.
Pell 'zo e oa bet aezhennet trenkennoù ar gwin ; c'hwekaet e oa bet gant an amzer e liv impalaerel, evel ma pinvidika livioù gwerenneg un iliz ; ha ruzell ar pardaez klouar war winiegi ar pantennoù, er razarc'h, a oa darev da ziglorañ, ha da zispenn latar London.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
Gwinieg