Pellgargañ ar gerioù kar gwinizh-du gwinizheg gwinizhenn gwinizhus
gunec'h
gunic'h
Ar soudarded a en em lakeas da c'hwiliañ ha da furchañ kement tra a yoa en ti, eus an eil penn d’egile, eus an nec’h d’an traoñ ; an armelioù a voe divarc’het, an dilhadoù stlapet e-kreiz al leur-zi, an irc'hier didalet hag ar greun ingalet amañ hag ahont ; aon o doa paotred ar Republik e vije kuzhet unan bennak e-touez an dilhad pe e-kreiz un arc’had winizh.
Gwreg ar baraer a oa en tu all o pouezañ bara gwinizh d’he fratikoù. — « Pet lur ’po ? » — « Lakait din ur bara a bemp lur. »
Neuze e lavare va zintin, o c'hedal war doull he dor, lorc'h ha stad enni evel[-]just : « Ac'hañ 'ta [sic, ac'hanta] ma ! ur sac'had mat a winizh en devo ar Person da gaout pa zeuio d'ober e gest-ed ».
Nag an oabl pa vez en e splannañ, nag al lin en e vleuñv, na daoulagad ar c’hlanañ [m]eleganez, nag ar glizin luskellet ’mesk ar gwinizh gant aezhenn domm miz Eost, mann, n’eus mann war an douar hag a dalvfe bezañ lakaet kemm-ouzh-kemm gant an dour glas, ken kuñv, ken tev ha ken treuzwelus war an dro, a gousk eno, el lec’h benniget-se.
Roet e voe din ’ta un higenn hag ul linenn, ha me da chom ur pennad brav ken didrouz hag ur sac’had gwinizh, gant va fenn stouet ganin a-us d’ar mor.
Evit kalz a dud eno ez eo ar pezh ez eo ar gwinizh hag ar patatez en hor broioù-ni, ha muioc'h zoken marteze.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwinizh-du