Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Stummoù pleget : 
5
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Tommder kreñv. Gwrez an heol, an tan. Tan glaou a daol gwrez, a ra gwrez. Gwrez zo hiziv. & (impl. da stn.) Un tan gwrez a zismantras pep tra en un taol. 2. A-wechoù Tommder natur ar c'horfoù bev. HS. gor. 3. Dre ast. FIZIK Doare gremm a dremen eus un danvez da unan all pa vez diforc'h en o derezioù tommder hag a verzer dre weredoù evel uhelaat, astenn, teuziñ pe aezhennañ danvezioù. 4. Dre skeud. (db. an dud) Nerzh birvidik en oberioù, er santadoù. Hennezh zo gwrez en e wad, gwrez ennañ. 5. Ent strizh Tanijenn. Digresket eo gwrez an hesked. 6. KOZH, dre skeud. (db. an dud) Karantez vras (dre ar spered, ar santadoù). Mont diouzh e wrez a ve anken ha dienez.

Skouerioù istorel : 
26
Kuzhat roll ar skouerioù

gwrez

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ardeur, chaleur

gwrez zo

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chaud

gwrezioù

1659
Daveenn : LDJM.1 pg chaleur

gwrez an heol

1659
Daveenn : LDJM.1 pg hasle

tan gwrez

1732
Daveenn : GReg pg feu (ardent)

gwrez vras

1732
Daveenn : GReg pg ardeur

ar wrez

1732
Daveenn : GReg pg hale (Hale, ardeur de l'air pendant les chaleurs de l'été.)

gwrez an derzhienn

1732
Daveenn : GReg pg fievre (L'ardeur de la fievre)

gwrez

1732
Daveenn : GReg pg chaleur, feu (ardeur), hale (Hale, ardeur de l'air pendant les chaleurs de l'été.)

dre-greiz ar wrez

1732
Daveenn : GReg pg (au fort de la) chaleur

gwrez a zo

1732
Daveenn : GReg pg (il fait) chaud

dre greiz ar c'hwrez em eus baleet

1850
Daveenn : GON.II pg grouék, groéz

gwrez vraz zo en e c'houzoug

1850
Daveenn : GON.II pg grouék, groéz

gwrez

1850
Daveenn : GON.II pg fô

gwrez

1850
Daveenn : GON.II pg groéz, grouék

gwrez

1850
Daveenn : GON.II pg groéz, grouéz, tanijen

Rak, eus an tantad-meur-se, evel eus moell ur rod nav-skinek, en em vannas neuze dre holl zouar Manos an nav fennvennozh : frouezhusted douar, yec’hed chatal, kreñvder gwazed, kened merc’hed, paoted vugale, hinon amzer, distan glav, puilhded eien, gwrez heol.

1923
Daveenn : SKET p.57

Tri bed avat a oa. Bez’ e oa Aedobitus pe Tenedobitus [2], « Bed an Tan », mammenn pep luc’h ha pep gwrez, n’en deus gallet biskoazh krouadur, dezhañ kig hag eskern, gouzañv ar sked hag an tommder anezhañ, n’en deus nikun tizhet biskoazh, ha ne dizho biken, mont en e ziabarzh.

1923
Daveenn : SKET p.26

gwrez

1931
Daveenn : VALL pg ardeur

didreuzus d'ar wrez

1931
Daveenn : VALL pg athermane, athermique

gwrez ar c'horf

1931
Daveenn : VALL pg (chaleur) animal(e)

Da grediñ eo ez eo kresket gant ar moustradur ha derez an holenadur, ha bihanaet a-feur ma 'z a ar wrez war zigreskiñ ; n'ouzer ket avat peseurt niver resis kemer.

1943
Daveenn : TNKN p82

Trec'h eo gwrez ar vaouez d'e ziantegezh. Emañ o vont da astenn e zaouarn davet ar furmoù mezvus.

1949
Daveenn : SIZH p.52

- Azezit em c'hichen emezi. Mouezh an eostig-noz ; un isvouezh gourlañchenn, klouar ha sev. Hag o tont eus he c'horf, ur wrez kevrinus, a'n em sile en e wazhied-eñ.

1949
Daveenn : SIZH p.42

Skinañ a rae gant ur gened disi. Ar muzelloù, ruz-livet, a oa un hoal, daoust d'o mousklenn. An daoulagad du ha gleb, a zeve en o donder un tan a daole sklerijenn ha gwrez war an dremm paret warnañ.

1949
Daveenn : SIZH p.58

O ! ne vez ket c'hoazh eus ar barroù-se gouest da goñfontiñ pep tra ; e-pad an noz eo e vez ur strinkadig bennak hag a vez buan sec'het gant gwrez an heol war an deiz.

1985
Daveenn : DGBD p67

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial