I. Doar./Stn.
1. Na chom ket etre daou soñj a-raok kemer un diviz, ober udb.
[1878] Ar marc’had ne voe ket pell evit bezañ graet ; eno e oa paotred dichipot.
2. A lavar e soñj hep klask tro.
Un den dichipot.
II. Adv.
En un doare didro.
Dichipot on bet degemeret gantañ. Kemer a reas dichipot an hini brasañ.
HS. didro.
Kaout a rae d’an dud paour e selaou Doue o fedenn, ha reiñ a raent, dichipot a-walc’h, d’ar republikaned, ar pezh a c’houlennent diganto, evit miret outo da vont da furchañ ar vro ha da ziz[o]leiñ kouent Sant-A[l]bin.
Kaout a rea d’an dud paour e selaou Doue ho fedenn, ha rei a reant, dijipot avoualac’h, d’ar republikaned, ar pez a c’houlennent digantho, evit miret outho da vont da furcha ar vro ha da zizelei kouent Sant-Aubin.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.35
Alo ! Loull ar Bouc’h, mard eo c’hwi a zo aze, savit buan eus a-douez ar foenn ha deuit amañ, e-kreiz, d’am c’haout, el lec’h ma c’hellin ho kwelet, ha deuit prim ha dichipot.
Alo ! Loull ar Bouc’h, mar deo c’houi a zo aze, savit buan euz a douez ar foenn ha deuit aman, e kreiz, d’am c’haout, el leac’h ma c’hellign ho kuelet, ha deuit prim ha dijipot.
1877
Daveenn :
EKG.I.
p.141
— Mat, lavar din neuze pegement a c’houlennez. — Deuit amañ en ti, hon-daou ni en em glevo. Ar marc’had ne voe ket pell evit bezañ graet ; eno e oa paotred dichipot.
— Mad, lavar d’ign neuze pegement a c’houlennez. — Deuit aman enn ti, hon daou ni en em glevo. Ar marc’had ne oue ket pell evit beza great ; eno oa paotred dijipot.