Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. 1. Seurt arc'h a rae evit azezenn en oaled. Azezit war ur chipot. 2. Boest stag ouzh ar voger e korn an oaled ma lakaed holen (pe bleud a-wezhioù). Ur chipot a veze e korn an oaled. 3. (dirak ur spizer) Chipot-higolenn : boest ma virer an higolenn. & Chipot-holen : boest ma virer an holen a reer chipot anezhi dre verrdro. II. Pemdez 1. Laouer. Mervel a ray al loen ma laosk e chipot leun. HS. nev. 2. Boestig kestal. [1955] [...] ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot. 3. Klopenn. HS. boul, boulienn, kelorn.

Skouerioù istorel : 
4
Kuzhat roll ar skouerioù

chipot

1850
Daveenn : GON.II pg chipôd (petit coffre, petite cassette servant à renfermer la farine ou le sel pour l'usage journalier), c'hoalennouer

chipotoù

1850
Daveenn : GON.II pg chipôd (petit coffre, petite cassette servant à renfermer la farine ou le sel pour l'usage journalier. Pl.)

chipot

1931
Daveenn : VALL pg boîte (à sel)

[...] ur beleg diwar ar maez gant e bennad-blev plañsonet e-giz ar c’hrennardezed, ur poupig e-pign outañ war bleg e vrec’h hag ur bugelig all krog start e soutanenn c’hlas-pour e dataig ; un druilhad menec’h foutouilhek ha kailharet-meurbet, ha dezho peb a voned begek e voulouz ruz-mouk gwintet war o c’hrewichenn ; bugale ar skol, tammoù kañfarded heñvel-bev ouzh soudarded vunut gant o heuzoù verniset, o mantell a-liv gant al ludu ha war o chouk ar sac’h-broc’h ma klenkent ennañ o levrioù ; ul leanez o kestal gant ur c’hefig houarn gwenn, ul loudourenn a blac’h, divergont a-walc’h adal na veze lakaet netra en he chipot.

1955
Daveenn : VBRU p.48-49

Notennoù studi

Lenn a reer e GON.II eo ar ger "chipôd" eus Bro-Dreger.

Ofis publik ar brezhoneg