griat
griet
griat
Ur Santegad pe ur Roskoad bennak, a-wechoù, abalamour ma ne ouie ket en anaout, a roe dezhañ un tamm kozh botez-lêr bennak da wriat ha da aozañ, pa veze o vont a-biou da werzhañ, da Vontroulez, e artichaod, e ognon hag e gignen ; mes nebeut paeet e veze evit an tammoù labour dister-se, hag ar gwenneienn a c’helle da gaout ne badent ket pell.
Pa veze brav an amzer, e-pad an hañv, ar besketaerien aet d’an aod, ar merc’hed ’ta bodennet, en o fluch en-dro d’ar wezenn, a deue, o stamm gante en o daouarn, pe o beskenn war o biz, un noade gwriat c’hloan entre o biz-meud hag o biz-yod, daou ha tri re leroù war o brec’h da zresañ, — da glevet an neventioù ; darn anezhe, klufaned ar re-mañ, a deue eno da welet, da selaou, ha dreist-holl, lañchennet mat, da gemer perzh er ragach.
N'eo ket kennebeut-all a-drugarez dezhañ e c'helle kemenerien ar vro lardañ druz o bara, rak troc'hañ ha gwriat a rae e-unan e dammoù dilhad.
D'al lun da greisteiz e voe degaset din unan eus al labourerien hag a oa bet flemmet, tra ma oa o trec'hiñ delioù rafia : unan eus labourioù pouezusañ al labourerien a oa "gwriat" delioù rafia evit ober toennoù da c'holo an tiez pa vije al labour en e greiz, ha ret evel-se reiñ loj dezho ma tegouezhfe bezañ en ur c'horn-bro hag a vije rouez ennañ ar plant-se.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
gwrier