pep tra a denn d'e had ha d'e natur
teurel e had
had
had lore, &c.
monet en had
marc'hadour had
had
Ganto vo graet stignoù, d'ho pakañ 'zruilhajoù, lasoù-rikl d'ho mougañ, e berr : kant ha kant tra, a vo, war an diskar, ho toan hag ho klac'har, a vezo, marteze, kiriek eus ho marv. Tec'hit eta a-fo, diouzh ar gaoued, ar ber ! Gwelloc'h oufec'h d'ober, mar fell deoc'h va c'hrediñ, eme ar wennili, eo dibriñ 'n had kanab.
had
Hag en desped d’o dienez druezus, e tiskouez an dud-mañ bezañ laouen-bras ; c’hoarzh ha kan, levenez ha dudi a zo en o zouez ; n’eus na gin, na droukrañs, na kounnar war o zremm spelc’het gant an heol, holl emaint o chagellat had tro-heol, ken ma ’z eo gronnet ar c’hae gant ar pluskennoù, evel ma welen gwechall e Priel an hent strewet gant glazur deiz sul [Sul] ar Sakramant.
An deiz-se end-eeun, e-keit m’edon gant va merenn e ti-hent-houarn Wilhelmstrasse e Berlin, e oa er sal-prejañ ur bern koronaled pe jeneraled, ken stank ar bagad anezho evel pa vijent bet diwanet eno diwar had, ha war lein tog arc’hant lies-hini [lies hini] e weled ur c’haer a erer daoubennek o tisplegañ e zivaskell.
Klasket em eus chaokat greun kumin, e soñj eus ar banne vodka en doa ma saveteet, tra d'ober, ouzhpenn-se n'eo ket atav e veze had kumin ganin em chakod, greun tro-heol a veze aliesoc'h war-hed ma dorn, met ar re-se ne raent netra, nemet ober din lartaat.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
hadaj