Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Termen a dalvez kement ha n'eo ket gwir ? hag a implijer e dibenn ur frazenn. N'eo ket sot, hañ ? 2. Termen zo dezhañ un dalvoudegezh c'houlennata. « N'out ket yac'h ? - Hañ ? - « N'out ket yac'h ? ». HS. petra. 3. Termen zo dezhañ un dalvoudegezh c'houlennata hag a reer gantañ da ziskouez ez eur souezhet bras gant udb. pe da ziskouez n'emeur ket a-du gant udb. Hañ ? Da gavout ar manac'h e teuont ? HS. penaos. 4. Termen a ro ur meni arliv goapaus d'ar pezh a lavarer. Fentus eo, hañ ! Hañ ! ne raen c'hoazh nemet faoutiñ brezhoneg.

Skouerioù istorel : 
7
Kuzhat roll ar skouerioù

Hañ, ha c'hwi a ra kaoter ivez kouskoude ?

1732
Daveenn : GReg pg (faites-vous) cuisine (aussi, mettez-vous le pot au feu chez vous ?)

Hañ, bourrañ a rit-hu geneomp-ni ?

1732
Daveenn : GReg pg habituer (Vous habituez-vous ici, vous plaisez–vous avec nous ?)

— Ac’han ! ac’han ! en em denn alese bremañ, laer kozh ! a lavaras Bilzig. Tapet out, hañ, laer !…

1925
Daveenn : BILZ2 p.143

Mar chom an avel en e Su, e tapfomp Perroz, met mar teu d’e west, hañ ! hañ ! mar teu d’e west !… Fall an amzer… Met chom amañ ?…

1925
Daveenn : BILZ2

— « Moereb, » emezañ, « moereb ! » — « Hein ? Job. » [sic, "hañ"] — « Ur c’hwezenn a zo war ho tal ; pelec’h ez eus ur mouchouer ma sec’hin anezhañ deoc’h ? »

1944
Daveenn : ATST p.34

— « O ! me a yelo ganeoc’h ha ni a lodo, hein ? »

1944
Daveenn : ATST p.77

— « Na gwelloc’h na gwennoc’h ? » — « Nann ! na ker gwenn na kenkoulz. » — « Hein ? » — « Hein ? » — « Nann ! nann ! Na gwenn na mat. Klevout a rit ? »

1944
Daveenn : ATST p.87

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial