Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
GBAHE

Gerioù kar :
0

Stummoù pleget : 
122
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

V.g. (db. live al ledennadoù dour) Sevel uheloc'h eget ar ribl, ar c'hlann. Emañ al lenn o vont da zic'hlannañ.

Skouerioù istorel : 
10
Kuzhat roll ar skouerioù

dic'hlannañ

1699
Daveenn : Har. pg dic'hlannañ (inonder)

dic'hlannañ

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hlanna, dic'hlaña, liva, liñva

dic'hlann

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hlanna, dic'hlaña

dic'hlannet

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hlanna, dic'hlaña

dic'hlannet

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hlanna, dic'hlaña

dic'hlannet eo an doureier

1850
Daveenn : GON.II pg dour

kalz stêrioù a zo dic'hlannet en hañv-mañ

1850
Daveenn : GON.II pg dic'hlanna, dic'hlaña

Ha, bemdez, trubuilh, reveulzi, / Dic'hlanniet foll, par d'an dour-beuz, / D'hon drastañ diroll [,] d’hor beulziñ / O skignañ spont, daeloù hag euzh.

1960
Daveenn : PETO p28

Un deiz m'edon o labourat war ur wazh-dour a gase d'ar Stêr Anzong, en tu norzh da vBikele, e c'hoarvezas adarre ur barr-arne spontus : dour da dreuziñ pep tra ha da lakaat ar gouerioù da zic'hlannañ dindan dek munut, luc'hed da zallañ, kurun da vouzarañ, hag avel da vreviñ.

1985
Daveenn : DGBD p134

tra ma komze, e tic'hlannas ar pod berver gant un trouz skrijus.

2012
Daveenn : DJHMH p. 75

Etimologiezh

Termen savet diwar ar rakger enebiñ di-, an anv-kadarn glann hag an dibenn-verb -añ.

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial