Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
1
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Droug a sav en ub. abalamour d'udb. displijus, kontrol d'e c'hoant pe abalamour da emzalc'h ub. Heg a rae din mont kuit hep he gwelet. Kaout heg ouzh ub. : bezañ hegazet gantañ. & Ober an heg ouzh, gant ub. : e lakaat - war-bouez e emzalc'h dh. - da goll e basianted, e greñv warnañ e-unan. Hemañ a vez dalc'hmat oc'h ober an heg ouzh e vreur. 2. Droukrañs. Me am eus bet heg ouzh ar re-se diwar an taol-se. 3. Tr. adv. Dre heg : en desped da youl gontrol ub., dre nerzh. Me zo mestr amañ ha gallout a c'hallfen mont deoc'h dre heg met ne fell ket din. Kemer traoù dre heg digant an dud. & Dre gaer pe dre heg : plijet pe get. Deiz pe zeiz e vo ret deoc'h gwerzhañ ho ti dre gaer pe dre heg. Dre het pe dre heg : Dre gaer pe dre heg [1924] Pa weljont n’hellent, na dre het na dre heg, tennañ tra digantañ, e paouezjont war o hegaserezh.

Skouerioù istorel : 
29
Kuzhat roll ar skouerioù

ober tennañ heg ouzh e dad) [pe

1659
Daveenn : LDJM.1 pg ober tennaëc (ouz e dat)

dre gaer pe dre heg

1732
Daveenn : GReg pg force (De gré, ou de force.)

heg

1732
Daveenn : GReg pg agacement

ober an heg

1732
Daveenn : GReg pg agacer, contrarier

dre hag

1732
Daveenn : GReg pg force (De force, ou par force.)

dre heg

1732
Daveenn : GReg pg force (De force, ou par force.)

pep tra dre gaer, ha netra dre heg

1732
Daveenn : GReg pg (tout par) douceur (& rien par force)

heg

1732
Daveenn : GReg pg contrarieté

hegoù

1732
Daveenn : GReg pg contrarieté

dre gaer, ha dre heg

1732
Daveenn : GReg pg (a) droit (& à tort, avec droit, & sans droit)

heg

1850
Daveenn : GON.II pg hék, hég, pg daé

ober an heg

1850
Daveenn : GON.II pg hék, hég

dre gaer pe dre heg

1850
Daveenn : GON.II pg hék, hég

heg

1850
Daveenn : GON.II pg ék, hék, heûg

heg

1850
Daveenn : GON.II pg ék, hék, heûg, énébiez, hég, héga, heskin, eskin

heg

1850
Daveenn : GON.II pg ék, hék, heûg

"Lennerien, emezañ, e kentskrid e vojennoù, va brezhoneg-me, ned eo ket brezhoneg naetaet a bep kemmeskadurezh eo; komz a ran evel ma ra an dud hep deskadurezh. C'hoant am bize bet da lakaat e-barzh va labour gerioù gwir vrezhoneg hepken, ha da deurel er-maez ar re c'hallek, pa oan evit kaout ur ger brezhoneg bennak gouest da zisplegañ mat ar pezh am boa em spered. Hogen ar vent hag ar rim a oa ret din sentiñ outo; ken a ris dre heg ar pezh na'm bize ket graet dre gaer. Kement-se a gavis kalet evelkent; setu penaos ez a hor brezhoneg ker da goll !"

1867
Daveenn : MGK Rakskrid VIII

Pa nac’hez reiñ din da vuoc’h dre gaer, e ouezin he c’haout diganez dre heg.

1923
Daveenn : SKET p.37

Pa weljont n’hellent, na dre het na dre heg, tennañ tra digantañ, e paouezjont war o hegaserezh.

1924
Daveenn : SKET.II p.36

ober an heg ouzh

1931
Daveenn : VALL pg agacer

taol-heg diboell

1931
Daveenn : VALL pg algarade

heg

1931
Daveenn : VALL pg agacement

E berr gomzoù, dindan renadurezh speredek Breudeur Urzh Maria, kolaj Sant-Charlez a oa, hep brabañsal, ul lec'h brav da vevañ ennañ, ur skol reizhet a veze lezet da ziwanañ enni plegoù mat pep hini, hep re waskañ war an diskard da ober dre heg ar pezh na venne ket : da skouer, kofes ha komuniañ ne oa ret nemet ur wech ar miz ; ez aje aliesoc'h neb a gare ; e kolaj Gwengamp e oa ret kofes bep Sadorn d'abardaez, ar pezh na oa d'an darn vuiañ, dreist-holl da Dregeriz bet a-viskoazh goapaus a-walc'h, nemet un digarez da vont e-maez ar studi, evit kemer aer un tammig.

1944
Daveenn : EURW.1 p52-53

Ar fest-noz a oa c'hoazh goude, ha goude hanternoz, ar "Soubenn-Laezh". An daou bried, aet en o gwele, a rank dre vrav pe dre heg degemer un nebeut mignoned a zeu da ginnig dezho ur skudellad-laezh, a zo tremenet un neudenn en tammoù bara anezhi.

1944
Daveenn : EURW.1 p.168-169

Gant heug hag euzh 'karnont da zont / Ha m'en em gavont, 'vo dre heg.

1960
Daveenn : PETO p13

"Tarlaskañ" [zo] : ginañ pe garnañ dirak un dra a ranker ober dre heg.

1960
Daveenn : PETO p87

Unan n'eo ket evit gouzañv ar sagege, unan all en devo ar brasañ heg ouzh ar c'helien tse-tse; unan all c'hoazh a gasao ar muiañ ar moui pe ar c'helien-gorilh - ar re-mañ a zo lakaet da vezañ ar re washañ gant kalz tud dere ma tagont ac'hanoc'h zoken hag o vont d'ar red e vefec'h -, ar c'helien antiloped, hag all.

1985
Daveenn : DGBD p131

Arabat kennebeut kontañ war ar fed e teuy atav ar polis da herzel ar stourmerien -dibenn skrijus- rak gallout a ra an dud e karg soñjal ez eus muioc’h a riskloù -evit an dud o-unan, pe war an dachenn bolitikel- ma tibabont mont dre heg.

2015
Daveenn : DISENT p77

Mont a refont dre gaer ganeoc'h -barrek int d'en ober ivez !- pe dre heg neuze, gant gourdrouz pe drouktunerezh, o lâret deoc'h e vefet dalc'het dindan evezh.

2015
Daveenn : DISENT p165

Notennoù studi

An droienn "dre gaer pe dre hakr" a c'hall bezañ bet kemmmesket gant "dre gaer pe dre heg" e mareoù zo. S.o. ar fichenn "hakr".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial