Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Stummoù pleget : 
58
Diskwel ar stummoù pleget

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

I. V.k.e. 1. Ober an heg ouzh, hegaziñ. Bepred e vez oc'h hegal unan bennak. 'Ra ket a viloù, n'eo ket me a yelo da hegal ac'hanout. [1954] Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, ha gwech an amzer e kleven digant hemañ pe henhont : "Sach da reor alese, gogez e vamm-gozh ! "... & (gant ur ster gwanaet) Heget em boa anezhañ pa'm boa klevet lavaret en doa ur gamaladez. & Trl. Hegal ub. d'an emgann : daeañ ub. d'en em gannañ gant an-unan. & Hegal ub. da ober udb. : daeañ ub. d'ober udb. DHS. atahinañ, diaezañ, dichekal. 2. Poulzañ. Hegal a rae anezhañ da evañ. 3. Tagañ. E-lec'h anaout e fazi, ez eas da hegal ar rouanez. DHS. kargañ, taeriñ. 4. Heskinañ, gwallgas dibaouez. HS. atahinañ. II. V.k.d. HEGAL OUZH. 1. Heskinañ. Hegal ouzh servijerien Doue. Doue a lezas an drouskspered da hegal outañ. DHS. atahinañ, gwallgas, handeiñ. 2. Ober an heg ouzh. An disterañ ma vez heget ouzh ar C'halianed e redont d'an emgann. 3. Diaezañ. Ar gwall santimantoù o hegal ouzh ma spered. 4. (db. ar c'hleñvedoù) Kaout ur gwered rust war (ub.). Meur a gleñved a oa o hegal outi. N'emañ ket ar remm o hegal ouzhoc'h. DHS. tagañ. III. V.g. (db. udb.) Bezañ hek. Evel en amzer sant Pêr ez eus kalz traoù o hegal.

Skouerioù istorel : 
22
Kuzhat roll ar skouerioù

hegal

1659
Daveenn : LDJM.1 pg agacer

hegal an adversourien da gombatiñ

1732
Daveenn : GReg pg (presenter le) combat

hegal

1732
Daveenn : GReg pg agacer, contrarier

heget

1732
Daveenn : GReg pg agacer, (presenter le) combat, contrarier

Va hegañ a ra bepred.

1850
Daveenn : GON.II pg héga (il me chicane toujours).

Na hegit ket ar bugel-se.

1850
Daveenn : GON.II pg héga (n'agacez pas cet enfant).

egañ

1850
Daveenn : GON.II pg éga (Voyez "héga").

hegañ

1850
Daveenn : GON.II pg éga, pg hék ou hég, héga (agacer. irriter. exciter. provoquer. chicaner), hégasi, héguz, heskina, eskina

heget

1850
Daveenn : GON.II pg héga (agacer. irriter. exciter. provoquer. chicaner. Part.)

hegañ ouzh

1931
Daveenn : VALL pg agacer

hegal ouzh

1931
Daveenn : VALL pg agacer

An abardaevezh-se a viz Kerzu 1899, e tremenjomp anezhi o vont a zor da zor hag a gambr da gambr da hegañ keneiled da zont ganimp.

1944
Daveenn : EURW.1 p.140

[…] ha bepred oc’h en em hegal, o randoniñ, o rebech mil draig an eil d’egile, o tabutal diwar-benn ar c’hazh, ha me oar, ha koulskoude o terc’hel tost an eil d’egile, ma ne oant ket evit bezañ dispartiet un eurvezh hep anken, o vont o daou da bourmen a-gevret, o c’hoari dominoioù kent mont d’o gwele…

1944
Daveenn : EURW.1 p.137

C'hwerv e kaven ma boued, hir an amzer, trist e vezen dre-holl, o soñjal e oan bountet en ur prizon, kalet e kaven klevout ar mestroù o c'hourdrouz hep paouez, oc'h hegal, o kastizañ, gant o daoulagad warnoc'h noz-deiz.

1944
Daveenn : EURW.1 p35

Pa o doa tu, ne vankent morse da'm hegañ war stad truezus ar yezh-se, un trefoedaj dineuz, mat da netra nemet da baterat.

1944
Daveenn : EURW.1 p83

Hiniennoù all, chomet krennarded, a c'hoarie en em hegal hag a c'haloupe ken a ouient, troñset ganto o saeoù gwenn betek o daoulin.

1949
Daveenn : SIZH p.43

Mizioù ’oa, e oan bet heget gantañ un dro bennak er stumm-mañ : « Gout’ ouzout, emezañ, piv eo Mozart, Haydn, Grieg, Rubinstein, Weber hag an holl vandenn, pelec’h int deut er bed, gant piv ’oant dimezet ha gant piv ne oant ket, ha zoken ar gerioù distaget ganto kent leuskel o bramm diwezhañ.

1954
Daveenn : VAZA p.178-179

Aon am beze dalc'hmat rak bezañ heget gant ar grennarded all, ha gwech an amzer e kleven digant hemañ pe henhont : "Sach da reor alese, gogez e vamm-gozh ! "...

1954
Daveenn : VAZA p.27

Manet e oan da sellout pizh ouzh ar marzh-se ne ouien ket ober anv dioutañ, pa glevis nepell diouzhin hon eil-gabiten [eilgabiten] o hegiñ an ofiser war c’hed e-tal an nadoz-vor : « Dites donc, lieutenant, emezañ, et si vous envoyiez le timonier de quart prier le Président de grimper en vitesse sur la passerelle pour voir cette aurore boréale ? »

1954
Daveenn : VAZA p.173

Hogen nep ' glaskec'h pa [sic, a ?] zalc'hit, / Perak d'am hegañ ' kendalc'hit ?

1960
Daveenn : PETO p46

Da gaout pardon ha gwir druez / E tibabis, o ! Marc'heger, / Me, an hini amañ ' heger, / Gwashañ finvezh ' ve d'ur vuhez.

1960
Daveenn : PETO p77

E-ser d'al lezenn ober van da blegañ, / Feal dre guzh d'ar Pab, piv 'zeuy d'hon hegañ ?

1960
Daveenn : PETO p17

Urzh al lizherennoù

Ofis publik ar brezhoneg