heñchet
En tu all da Blounerin, ur c’hilhog, un toullad yer ha polezi d’e heul, sonn e benn, ruz e gribenn, pluñv e lost gwer-[g]las, lugernus, o vrañsigellat war e gein, a heñche e verc’hed etrezek ur bern teil.« — Rog ! rog ! ko ! ko !… deuit, va dousigoù koant, deuit ! « Hag e skrabe. « — Rog ! rog !
« Biken ne c’hellin dont a-benn da heñchañ ar vag pounner-mañ ; nann biken. »
— « Lom, heñchit reizh ar vag ’ta ! » — « Heñchañ mat a ran anezhi, Job. » — « Ne rit ket. Mont a ra he fri da skeiñ ouzh ar ribl ! » — « Ne da ket, Job. » — « Mont a ra, pa lavaran deoc’h. » — « Pa lavaran-me, ne da ket… Oc’ho ! oc’ho !… »
Klevet em boa lavarout e oa hentet Sant-Charlez gant paotred an dudjentil binvidik.
Rak ur wech ma oa bet echu gant ar brezel ec'h adkavis an den en devoa va heñchet war-zu Gabon, ha drezañ eo ec'h adkavis labour en Afrika, n'eo ket er vro e oan bet enni a-raok, met en Aod an Olifant.
ur riolennad vras ganet diwar nouspet riolenn vihan heñchet gant ar blevennoù war ma brusk... Arabat din fiñval em liñselioù... gleb int gant ar c'hwezenn, met tomm... ma fiñvan e teuint da vezañ yen evel liñsel an hini marv...
Kentizh ha ma veze echu e brezegenn a-zivout al livouriezh pe ar weladenn heñchet e sal an taolennoù e tistroe d'e wir anien, a oa ar rogentez hag an dispriz ouzh ar re all.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
heñchañ