Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Hent, anezhañ div roudenn zir a-stur an eil gant eben, a lakaer trenioù da vont warno. 2. Aozadur pe gevredad a ra war-dro ur rouedad hent-houarn (1). Bezañ o labourat en hent-houarn. Bezañ war an hent-houarn.

Skouerioù istorel : 
11
Kuzhat roll ar skouerioù

E parrez Sant-Tegoneg, tost d’al lec’h m’eo lakaet bremañ gar an hent-houarn, ez eus en un draonienn, pell dioc’h pep ti, ur chapel savet gant hon tud-kozh en enor da santez Berc’hed.

1877
Daveenn : EKG.I. p.157

emgefluskerez hent-houarn

1931
Daveenn : VALL pg autorail

hent-houarn

1931
Daveenn : VALL Rakskrid p XXXII

bilhed hent-houarn

1931
Daveenn : VALL pg billet (de chemin de fer)

D'an hañv e vezemp kaset da gouronkañ da aod ar Rozera hag ur wech bennak e veze graet « pourmenadennoù bras », da lavaret eo ez aed gant an hent-houarn da Lambal, da Gintin, pe da Gastellaodren.

1944
Daveenn : EURW.1 p51

N'o doe ket a zigarez da stourm : ar brezel a baouezas e miz C'hwevrer 1871, ha da viz Meurzh, ma zad hag e soudarded a bignas en hent-houarn da zistreiñ da Gemper hag ac'hano pep hini d'ar gêr.

1944
Daveenn : EURW.1 p12

D'ar Sul 22, un engroez diniver a garge straedoù Kemperle, a-grap diouzh ar stêr Elle betek an hent-houarn.

1944
Daveenn : EURW.1 p.188

Sammet evel muled, e treuzjomp kêr Wengamp da dapout an tren. E kazarn Charner, ‘kichen hent-houarn Sant-Brieg, e voemp lojet. Pevar ugent soudard a oa ac’hanomp, holl studierien, pe gloer, pe arzourien.

1944
Daveenn : EURW.1 p.195

Ul lojeiz am boa kavet er ru Paol Feval, ul lec'h ha ne oa ket re drouzus daoust da vonedone an trenioù war an hent-houarn stok.

1985
Daveenn : DGBD p5

Da skouer oc'h astenn a-dreuz un hent-houarn evit herzel un tren karget a lastez nukleel. Peotramant o c'hourvez dirak un tourter kuit na vefe diskaret un ti palestinian.

2015
Daveenn : DISENT p65

Me zo e-touez ar re a felle da Aozadur Hentoù-Houarn Hellaz kaout an dizober anezhe. Soñjet o deus, peogwir e oar diwall an treuzennoù a-rez e c'hell diwall dismantroù an henamzer ivez.

2015
Daveenn : EHPEA p36

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial