War-hed un div lev bennak, adalek an ti-hent-houarn-se bete Landreger, bez’ e oa a bep tu d’an hent bagadoù paotred ha merc’hed o c’hortoz ar c’hozh kanfard, hag i o sutal, oc’h ober an hu outañ, o kanañ dezhañ e begement daoust d’ar prefed, en desped d’an archerien o trotal e[n]-dro d’e garr brav gant daou varc’h gwenn stag outañ, rak dre amañ ne veze ket gwall stank ar c’hirri dre dan er mare-se.
Bet ’oan war roudoù Biz Kamm betek la Vera Kruz, laosket am boa va gwellañ korn-butun da gouezhañ en dour damdost d’an Douar Nevez, ur rannvro ma paouranteas enni meur a hini eus va c’herent an amzer gent ; hogen, en touiñ a rafen, na Biz Kamm, nag ar besketaerien-se, tanfoeltr hini anezho ne oa bet ken laouen ha me gant e stad war vourzh al listri-brezel, ha bremañ pa ’z oan e ti-hent-houarn Brest, dindan mont d’ar gêr, e tistroe va spered war-du ar vuhez-se, hini Yann Dibalamour, na rae van nag eus hirie, nag eus dec’h pe arc’hoazh.
Gerioù a-raok
Gerioù da-heul
tiig