Dezverkoù all

Distagadur

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. H.g. Perzh daou zen, daou dra zo heñvel an eil ouzh egile. Ur pezh-c'hoari diazezet war an heñvelder etre daou zen. 2. G. Degouezh dibar ma'z eus heñvelder. Pere eo an heñvelderioù heverkañ etre ar yezhoù keltiek ? HS. disheñvelded, disheñvelder.

Skouerioù istorel : 
5
Kuzhat roll ar skouerioù

"heñvelder" g.[...], liesder "-ioù".

1924
Daveenn : SKET.II p.131 « Geriadurig », " (une) ressemblance".

Champault ha Tourville ne anavezent ket an disterañ petra eo ar yezhoniezh hag e lakaent keñver-ha-keñver anvioù o tont eus amzerioù ha yezhoù disheñvel, ouzh en em harpañ hepken war heñvelderioù a-ziwar-c’horre touellus.

1924
Daveenn : SKET.II p.27, Notenn (3)

heñvelder

1931
Daveenn : VALL pg affinité

Harpet eo goulakadur an Douar-Bras Habask war heñvelderioù kavet etre henloened ar Zeland-Nevez ha marteze Aostralia diouzh un tu, re Amerika ar C'hreisteiz diouzh un tu all, hag ivez war genframmadur inizi 'zo -Kervadeg, Tonga, Tahiti, Palaos, Yap, Fidji- a zo enno greunvaen, gabbro, maen-sklent greunek, hag a ziskouez e vije an inizi-se aspadennoù diwar an douar kozh aet da get.

1943
Daveenn : TNKN p88

"Perak hoc'h eus o c'heñveriet, Guest ?" a c'houlennas a-greiz-holl. "Da lavarout eo, Aotrou", a eilgerias ar c'hloareg, "heñvelderioù souezhus a verzher etrezo".

2012
Daveenn : DJHMH p50

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial