1. Stad pe perzh daou zen, daou dra zo heñvel an eil ouzh egile dre o neuz, o natur, h.a.
Heñvelidigezh o yezhoù a dosta an div bobl.
DHS. heñvelder.
HS. hañvalidigezh.
2. Yezhon.
Anadenn ma teu furmoù zo da vezañ levezonet gant furmoù all ha da heñvelaat outo dre ma vezont liammet e spered ar c'homzer.
Implijout 'meump' e-lec'h 'hon eus' dre heñvelidigezh ouzh ar verboù all.
Daveenn :
GReg
pg conformité (ressemblance entre deux choses)
kaout heñveledigezh
cahout hèvelediguez
1732
Daveenn :
GReg
pg convenir (avoir de la ressemblance)
heñveledigezh
hêvelediguez
1732
Daveenn :
GReg
pg analogie
heñveledigezh
hevelediguez
1732
Daveenn :
GReg
pg air, convenance
heñveledigezh
hévélédigez
1850
Daveenn :
GON.II
pg hévélédigez (ressemblance, rapport entre des personnes, entre des choses. similitude. parité. portrait), pg hével ou héñvel
heñveledigezh
hañvélédigec'h
1850
Daveenn :
GON.II
pg hévélédigez (ressemblance, rapport entre des personnes, entre des choses. similitude. parité. portrait. En Vannes, "hañvélédigec'h").
Dre vras [Dre-vras] eta e c'heller lavarout e zeus un heñveledigezh etre diribin torrod-meur an Douar-bras hag ar c'haniennoù a zo ouzh o voulc'hañ.