Dezverkoù all

Stankter implij : 

Testeniekaet e : 
NDBF
GBAHE

Gerioù kar :
0

Adstummoù istorel pe rannyezhel testeniekaet : 
2
Diskwel an adstummoù

Termenadur :  Kuzhat an termenadur

1. Anv dekvet miz ar bloaz, ennañ un deiz ha tregont. 2. (goude ar ger miz) Ar miz-se. E miz Here e oa an dra-se. EVEZH. Ne lakaer ger-mell ebet dirak "Here", na kennebeut dirak "miz Here" prl.

Skouerioù istorel : 
16
Kuzhat roll ar skouerioù

Here

1499
Daveenn : LVBCA p97 (octobre)

Hezre

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Octobre

Here

1659
Daveenn : LDJM.1 pg Hezre

Hezre, miz Here

1699
Daveenn : Har. pg here (mois d'Octobre)

miz here

1850
Daveenn : GON.II pg héré

Hezre

1850
Daveenn : GON.II pg héré

Here

1850
Daveenn : GON.II pg éré

Here

1850
Daveenn : GON.II pg éré, ézré, héré

Hezre

1850
Daveenn : GON.II pg ézré, héré

miz Hedre

1909
Daveenn : BROU p. 205

Hedre

1909
Daveenn : BROU p. 251

Gant ar Gelted, an hañv, kemeret ez strizh, a oa anezhañ tri miz, Mae, Mezheven, Gouere. Kemeret ez ledan, e staged outañ tri miz all : Eost, Gwengolo, Here.

1923
Daveenn : SKET p.23

Arme Vreizh a voe dastumet da viz Here 1870 e Kamp Conlie, en tu-mañ d'ar Mans, lec'h e chomas tri miz da vizeriñ, hep boued na dilhad nag armoù.

1944
Daveenn : EURW.1 p11-12

Distreiñ a ris da golaj Gwengamp, da viz Here 1893, leun ma fenn gant ma lennadennoù brezhonek.

1944
Daveenn : EURW.1 p42

Pa zigoras ar c'hlasoù, da viz Here 1896, e komzis d'an aotrou Lebon, rener, eus ma mennozh.

1944
Daveenn : EURW.1 p58

C'hoarvezout a reas e miz here 1937 gant ur paotr yaouank en em gavet er Gabon un nebeud mizvezhioù a oa.

1985
Daveenn : DGBD p78

Notennoù studi

Diskouez a ra ar ger-mañ un emdroadur klasel Hedrev > Hezre(v) > Here. Miret eo bet ar stumm kozh Hedre gant "d" dirak "r" e enez Eusa.

Etimologiezh

Termen predenek kar d'ar c'hembraeg "hydref".

Ofis publik ar brezhoneg

Rouedadoù sokial