I.
H.g.
1. [1850, 1927, 1931] Koll eus ar c'houn.
An ankounac'h eus an amzer dremenet.
&
Tr. adv.
[1850] Dre ankounac'h : dre m'eo bet ankounac'haet an dra-mañ-tra.
[1850] Ma ne'm eus ket e gaset deoc'h eo dre ankounac'h.
2. [1732, 2015, 2016] Stad udb., ub., zo ankounac'haet ("disoñjet") gant ub.
[2015] Diwezhatoc'h, peogwir e vennen-me ivez teuler ma buhez tremenet e puñs an ankounac'h da vat ha da viken. [2016] An hêrezh-se, evit gwir, ne oa ket bet peurvouget he regez dindan ludu an ankounac'h goude donedigezh ar v/Barbared.
&
Trl.
[1732] Lakaat ub. en ankounac'h : ober evel pa vefe bet ankounac'haet.
&
Trl.
[1732] Chom en ankounac'h, [1732] lezel en ankounac'h : disoñjal da vat.
[1732] Chom en ankounec'ha. [1732] Lezel en ankounec'ha.
II.
G.
[1850, 1927] Koll eus ar c'houn e-pad ur pennad amzer.
Un ankounac'h n'eo ken.
Daveenn :
GReg
pg ensevelir (Ensevelir dans l'oubli)
— Bremañ eo sklaer an deiz hag e weler ac’hanoc’h. N’hor beus ket kalz aon : Doue n’hon dilezo ket. — Doue ! Doue ! me a lakaio ac’hanoc’h da ankounac’h anezhañ. — Biken !
— Breman eo sklear an deiz hag e veler ac’hanoc’h. N’hor beuz ket kals aoun : Doue n’hon dilezo ket. — Breman eo sklear an deiz hag e veler ac’hanoc’h. N’hor beuz ket kals aoun : Doue n’hon dilezo ket. — Doue ! Doue ! me a lakaio ac’hanoc’h da ankounac’h anezhan. — Biken !
1850
Daveenn :
GON.II
p.170
ankounac'h
añkounec'h
1850
Daveenn :
GON.II
pg añkounac'h (Oubli, manque de souvenir.)
Ma ne'm eus ket e gaset deoc'h eo dre ankounac'h.
Ma n'em eûz kéd hé gased d'é-hoc'h, eo dré añkounac'h.
1850
Daveenn :
GON.II
pg añkounac'h (Si je ne vous l'ai point envoyé, c'est par oubli.)
ankounac'h
añkounac'h
1850
Daveenn :
GON.II
pg añkounac'h (Oubli, manque de souvenir.)
N’eus ket nemeur da arvariñ e c’hallfe an holl draoù-se kouezhañ, un deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegiñ amañ, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent dezhañ da goun eñvorioù ker e oad tener.
N’eus ket nemeur da arvari e c’hallfe an holl draou-ze koueza, eun deiz, en ankounac’h, ha m’en em lezan d’o damvenegi aman, ez eo dre n’eus hini en hon touez na zigasfent d’ezan da goun envoriou ker e oad tener.
1923
Daveenn :
SKET
p.40
"ankouazh", "ankounac’h" g.
"ankouaz", "ankounac’h" g.
1923
Daveenn :
SKET
p.155, « Geriadur ar "Skelta Segobrani" (an daou levr kenta) » "Oubli".
An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : denañ, sunañ, evañ a raent en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-se, ankounac’h o devezhioù dishegar, levenez o buhez dister.
An osteleri, ti ar gwin-ardant, lec’h karet gant ar wazed : dena, suna, eva a rênt en o gwerenn, mesket gant blaz an dour binniget-ze, ankounac’h o devejou dishegar, levene o buhe dister.
1924
Daveenn :
BILZ1
Niv. 47, p.1122 (Miz Du 1924).
Ankounac’haet an amzer dremenet. Ankounac’haet, o ! na pebezh gir ! O ankounac’h, evurus an hini a zarempredez, evurus an ene war pehini ec’h eus displeget da vrumenn madelezhus.
Ankounac’haet an amzer dremenet. Ankounac’haet, oh ! na pebez gir ! O ankounac’h, evurus an hini a zarempredez, evurus an ene war pehini ec’h eus displeget da vrumenn madelezus.
Kristiania a zalc'has mat d'he bugel ha Breizh-Izel d'he hini... Koulskoude, un toullad lizheroù a voe eskemmet hag an ankoua a c'holoas ma c'hentañ karantez.
Kristiania a zalc'has mat d'he bugel, ha Breiz-Izel d'he hini... Koulskoude, eun toullad lizerou a voe eskemmet, hag an ankoua a c'holoas ma c'henta karantez.
1944
Daveenn :
EURW.1
p44
Diwezhatoc'h, peogwir e vennen-me ivez teuler ma buhez tremenet e puñs an ankounac'h da vat ha da viken.
2015
Daveenn :
EHPEA
p58
An hêrezh-se, evit gwir, ne oa ket bet peurvouget he regez dindan ludu an ankounac'h goude donedigezh ar v/Barbared.